Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/308

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
300
emgann kergidu

Evelato e kemeraz eur pennad goulou rousin, hag e savaz d’ar zolier, el leac’h m’edo he vele.

Anna a choumaz c’hoaz var vale evit lakaat pep tra enn he renk, var he meno ; mez, e guirionez, evit lavaret kenavezo oa, evit ar veach diveza da gement tra a ioa enn ti hag a ioa bet test, enn he bugaleach, euz he c’hoariou genta. Piou a c’hellfe lavaret petra iea neuze dre galoun ar vaouez paour-ze ? Den ; rak eur c’himiad evel hen-nez a zanter er galoun, mez n’hen disklerier ket ; komzou an den ne d-eont ket betek eno.

Mont ha dont a rea dre an ti, goustadik hag evel var begou he zreid, euz an eil penn d’egile en eur denna avechou huanadennou hirr. Edo erru da lost an ti, pa oue galvet gand Yvonaik, he nizez, ha n’oa nemed c’houeac’h vloaz :

— Va moereb Anna, emez-hi !

— Petra eo, Yvonaik?

— C’houi a zo aze ?

— Ia, va merc’h vian ; petra fell d’id ?

— Va mamm, ha ne ket-ta, ne ket eat gand ar zoudarded ?

— Nann, nann, Yvonaik. Da vamm a zo enn he gouele kousket c’houek. Ne ket eat gand ar zoudarded, n’e daio ket zoken.

— N’e d-aio ket ?

— Nann, va merc’h vian.

— Mad, me am boa aoun rak an dra-ze, va moereb ; ha n’oan ket evit kousket.

— Kousk dinec’h, Yvonaik, da vamm a choumo gan-ez.

— Mad, guell a-ze, ha bennoz Doue d’eoc’h, va moereb ; breman me a gousko.

Ar c’homzou-ze a c’hounezaz Anna. Dont a reaz dioc’htu d’he gouele en eur vouela d’he zro, o klevet eun ealik bian o komz er c’hiz-se, hag en eur veuli Doue da veza roet d’ezhi nerz avoualac’h evit trec’hi he c’hoar-gaer.

— Bennoz d’eoc’h, Aoutrou Doue, emez-hi, daoulinet e kenver he gouele, da veza roet nerz d’am c’haloun ha pouez d’am c’homzou ! Setu aze eun ealik hag am fae, er bed-man zoken, euz ar pez am beuz great ; c’houi, Aoutrou Doue, am faeo er bed-all. Breman e c’hellan kousket dinec’h etre ho taouarn ; breman e c’houzoun e vizign, varc’hoaz vintin, nerzusoc’h eged biskoaz e ken kaz m’e defe va c’hoar Mari c’hoant da vont a enep he ger.