Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
emgann kergidu

zoudarded a dosteaz hag a lammaz kuit ar golo : an hini a ioa ebarz ne finve tamm. Neuze eun all o kredi edo oc’h ober farsou a grogaz enn he zourn evit her sikour da zevel... Mez siouaz ! maro oa evit mad... Hag an arched kemeret, enn dro genta, evit ober eur fars, a deuaz, enn eil guech, da veza eun arched a zevri, rag antronoz ar republikan a oue sebeliet enn arched-se.

Ne reer ket enn aner goap euz ar zent hag euz an traou santel.

Ar brud euz a gement-man a zo c’hoaz herrio dre gear Landreger hag ar re goz ac’hano a gounto d’ehoc’h, mar kirit, an traou-man guelloc’h egedoun-me.

Ne ket e Landreger epken e oue kriz ha dizoue ar republikaned : setu aman traou c’hoarvezet enn eun tu all euz a zepartamant ar C’hot-du-Nord hag hen diskouezo d’ehoc’h.


————
EIL PENNNAD


————
Ar skrab e kouent Sant-Aubin


Peder leo diouc’h kerig vian Lamball ez euz, var zu an avel viz, eur c’hoad braz, hag en euz d’an nebeuta daouzeg mil dervez arad. E kreiz ar c’hoad-se, ouc’hpenn daou c’hant vloaz a ioa, an Aoutrou Olier Lamball, kount Penthievr, en doa savet eul leandi, eun abati pe eur gouent, mar kavit guell, hag en doa lakeat eno menec’h da bedi Doue evit silvidigez he ene. Er c’his-se a rea an noblanz koz. Evit kaout digant Doue ar pardoun euz ho fec’hejou, evit rei bara ha dillat d’ar paour, mignoun Doue var an douar, e roent lod euz ho leveou da venec’h ha n’o doa da ober nemed pedi Doue evit ho madouberour, ha labourat an douar a dro-var-dro, roet d’ezho, evit en em veva ho-unan, ha rei bara d’an nep a deue da c’houlenn da c’harz toull ho dor. Breman ez euz chenchet