Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/311

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
303
emgann kergidu

d’am c’haloun. Eur vamm vad hag euz ho toare a choumo gand he bugale. Ha me am beuz fizianz da veza abarz nebeut ganeoc’h enn ho Paradoz. Bennoz d’eoc’h, o va Doue !

Goude-ze e savaz enn he za hag ec’h azezaz var ar skaoun e kichen an daol. Eno, he daoulagad savet varzu an env, ne lavare ger ouc’h den ; lavaret e viche edo o kaozeal gand eun eal bennag euz ar Baradoz. — Tud an ti, oll, a vouele dourek o velet eun hevelep karantez etre diou c’hoar. Ar re-all a vez o klask miret ha derc’hel ho buez, hag an diou-man a zo o klask mont d’ar maro an eil evit e-ben.

Ne choumchont ket pell er stad-se. Marteze eun hanter-heur goude m’oa eat Mari kuit, e teuaz d’ar red hag en eur grial, enn ti, ar mevel bian a ioa er meaz oc’h ober diouc’h he zaout :

— Erru ar zoudarded enn dro, emez-han ; diou lodenn a zo anezho ; eul lodenn a zo erru dre an hent hag eul lodenn-all abiou Koat-ar-Forest.

— Va Doue, eme Anna o vont adarre var bennou he daoulin, nerz ha galloud d’am c’haloun, skiant d’am zeod ! Ho polontez ra vezo great var-n-oun ha var va buez !

Abarz nemeur e voe klevet chaok ar zoudarded, hag enn eun tabl oa eul lodenn anezho a bep tu d’an ti, unan e kichen pep dor.

Kerkent ar c’habiten a lamm enn ti gand eur guchenn euz he dud.

— Peleac’h, emez-han, eman mestr an ti-man, an den fall a ro digemer d’ar veleien, enebourien ar Republik ?

— Mestr an ti-man, Per ar Zant, eme Anna, a zo maro, nebeut blaveziou a zo

— Unan-bennag kouskoude a dle beza e penn an tiegez ?

— Ia, me eo breman ar vestrez ; her guelet a c’hellit, rak ar re-man, an dud-man, a zo enn dro d’ign, n’int nemed mevelien ha mitizien, ha di-me eo d’ho c’haz ha d’ho digaz, d’ho sturia ervez va faltazi.

— Marteze, maouez, oc’h euz c’hoant da lavaret, dre ar c’homzou-ze, e c’hellit lakaat anezho da enebi ouzomp-ni ?

— Nann, n’am beuz ket a c’hoant d’ho lakaat da enebi ouzoc’h ; evit lavaret d’eoc’h eo, n’euz den aman hag a ve e penn an tiegez nemed oun-me.

Anna a gomze er c’hiz-se gand aoun n’en diviche unan-bennag eveseat ; enn dervez araok, oant diou vaouez enn ti, ker mestrez ha ker mestrez, ha breman n’euz nemed unan.