Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/314

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
306
emgann kergidu

eo ar guella. Ar pez hon deuz da ober eo mont d’an ti da c’houeza eun tantad mad a dan enn oaled da domma ha da boazad hor lein er c’hiz ma’z eo red. Me am beuz guelet du-hont var ar c’hradaill eun tamm brao a gig moc’h, hag er siminal eun dousenn anduill a-ispill ; en eul laouer vean, er gampr, em beuz dizoloet boutailladou leun, avoualac’h evit karga hor c’hof d’eomp-oll ; me gaf d’ign e raio an traou-ze muioc’h a vad d’eomp eged lakaat an tan aman da zacha marteze ar c’har var hor c’hein. Ha ne ket guir, va zoudarded ?

— Eo, eo, eme ar zoudarded. Guelloc’h eo d’eomp kaout dirazomp, var an daol, guin da efa ha kik da zebri, eged ne d-eo guelet an ti-man o tevi. Guelloc’h eo tomma ar c’horf gand banneou leun ar c’hof, eged ne d-eo gand tomder an tan, n’euz forz pegen tomm e c’helfe beza, rak nao blavez kraza a ia gand eur sourrad avel.

Dioc’h-tu e teujont d’an ti. An eil blac’h hag Anna a rankaz kerc’het ar c’hik hag hen netaat ; ar mevelien a oue great d’ezho mont da gerc’hat keuneud ha da c’houeza an tan.

Edot oc’h aoza lein pa glefcheur eul leue bian o tont enn ti en eur vlejal, rak lezet oa digor dor he graou var-n-ezhan.

— Gortozit, gortozit, eme eur zoudard, setu aman eun tamm kik douz da lakaat gand ar c’hik sall.

— Hennez, al leue-ze?

— Ia, he-man enn he bez.

— C’hoant ac’h euz da ober goap ac’hanomp ; red eo da viana ma vezo poaz da leue.

— Poazet e vezo e berr amzer ; lis-lis, m’hen taolign enn tan.

— Araok e ranki her laza hag her c’hignat, me gred.

— Ann tan her lazo, hag her c’hignat ne ket red.

— Te gaf d’id e tebrimp-ni da leue kroc’hen hag all ? He vleo a stanko toull hor gouzouk.

— A gaf d’eoc’h. E kichen Roazon, n’euz ket pell, va c’hamarad ha me, enn eun ti evel heman, var ar meaz, hor boa poazet kroc’hen, bleo hag all eun ejenn enn he bez-pikol.

— Eun ejenn enn he bez ! C’houez ar gaou a zo gan-ez.

— Ganen-me c’houez ar gaou ?

— Ia, ken na flerii treuz nao moger.

— Pa lavaran d’eoc’h eo guir, e c’hellit va c’hredi. Ouc’h-penn an dra-ze am beuz great c’hoaz. E-kichen an Naoned,