Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/316

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
308
emgann kergidu

golo da veleien ; eno ec’h anzavot e peleac’h eman arc’hantiri an iliz.

Hag en eur zistrei ouc’h he zoudarded :

— Daou ac’hanoc’h staga stard he daouarn d’ar vaouez-man adren he c’hein.

Ha n’oa ket brao guelet hanter-kant soudard o kaout aoun rak eur vaouez ?

Goude ma oue staget he daouarn d’ezhi, Anna a c’houlennaz komz ouc’h ar c’habiten.

— Petra eo, eme he-man, o tont d’he c’haout ?

— Gouzout a rit er-vad, eme Anna, n’oun ket evit mont euz ar gear hep kas gan-en eun tamm dillad. Eur goaz louz a zo divalo da velet, eur vaouez louz a zo divalaoc’h c’hoaz. Lakeat em beuz eur guchennik enn eur baner ; guelet a rit n’oun ket evit ho dougen, rak ereet eo va daouarn, abalamour da-ze e c’houlennan diganeoc’h lezer va mevel koz d’ho digas d’ign betek Kastel.

— Ia, evit kaout tud d’ho tenna euz a dre hon daouarn, mar teu unan-bennag da enebi ouzomp var an hent.

Hag int-hi a zo aounik, soudarded ar Republik !

— Nann, kabiten, ne stourmign ket ouzhoc’h ; ha m’am biche c’hoant d’hen ober, ne ket he-man, ar mevel koz-man, eo a iache gan-en. C’hoant am beuz her lesfac’h da zont gan-en netra nemed evit dougen va faner d’ign betek ar prizoun.

— Mad, grit ervez ho faltazi, ha kazit ganeoc’h ho mevel koz.

— Kabiten, eme eur serjant, me gaf d’ign eo eun tamm dismegansuz evidomp mont e kear gand eur vaouez ereet he daouarn d’ezhi. Lavaret a rafe an oll hor befe aoun raz-hi, ni soudarded.

— Guir a lavar ar serjant, eme ar c’habiten. Distagit d’ezhi he daouarn, ha neuze e chello dougen he faner er c’hiz ma karo.

Kerkent ha m’e deoue Anna kroget enn he faner, ar c’habiten a lavaraz d’he dud :

— Breman, hastomp a-fo mont enn hent, rak nemed re hirr n’hor beuz daleet dre aman.

Betek aman Anna e deuz bet kaloun, mez breman, pa rank kuitaat he zi, hag her c’huitaat evit biken, hen diskredi a ra, he c’haloun a venn mankout d’ezhi. Betek aman oa chomet stard, ne doa skuillet berad daelou, ha breman e