Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/317

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
309
emgann kergidu

vouel e giz eur bugel. Ne vezit ket souezet o velet kement-se. Mar hoc’h euz kuiteat ho kear ha ranket lavaret kenavezo d’ho tud ha d’ho pro evit mont a-bell da choum e-touez tud estren, mil gueach dishenvel diouzoc’h ken dre ho iez, ken dre ho guiskamant ; mar hoc’h euz ranket mont da joum enn eur vro ien ha digaloun, enn eur vro ha n’euz tamm menez enn he c’hreiz na banne mor var he zro, neuze e c’houzoc’h guell eged na c’hellfenn her lavaret d’eoc’h, peger poaniuz ha peger kriz eo kuitaat tud hor bro. Ha kouskoude peger braz kemm a zo etre stad an hini a guita he vro evit eur pennad, gand ar c’hed da zistrei enn-hi divezatoc’h, ha stad Anna ar Zant, a ia er meaz euz he zi evit ar veach diveza, her gouzout mad a ra ? Na vezit ket ive-ta souezet o velet Anna o trei hag o tistrei en eur zellet enn dro d’ezhi ouc’h kement a ioa enn ti. An disterra tra a zigase enn he mennoz he amzer dremenet. Aman, bianik, e c’hoarie gand he breur : a-hount e tennaz he mamm he huanad diveza ; var an daol-ze oa bet gourvezet korf he zad araok beza lakeat enn he arched ; larkoc’h, du-hount, enn he c’hambr, edo he guerc’hezik Vari, e doa ken aliez a veach daoulinet dirazhi evit goulen sklerijenn ar Spered-Santel da anaout ar stad a vuez m’oa galvet d’ezhi gand Doue. Ar guel euz an traou-ze a ranne he c’haloun. He faner ouc’h he breac’h, e chome enn he za sebezet ha dilavar. Ne d-ea na ne deue.

Ne choumaz ket evelato pell evel-se, rak ar c’habiten, breman p’eo leun he gof, a zo mall gant-han mont kuit.

— Ac’hanta, maouez, emez-han, a-ze e chomfot da huvreal ? Poent eo bale, buan enn hent.

Ar c’homzou-ze a zigasaz Anna enn-hi he-unan. Trei a reaz ouc’h tud an ti, ne reant nemed vouela, en eur lavaret epken :

— Kenavezo er bed-all ! Pedit Doue evid-oun !

Hag he fenn pleget, an daelou o reded dourek var he diou voc’h, ez eaz er meaz euz an ti.

Dioc’h-tu ar zoudarded a oue renket, lod araok, lod var-lerc’h, hag Anna e-kreiz, evel m’oa eat, enn dervez araok, an Aoutrou Gall hag an Aoutrou Coarigou. Ha kerkent e oue roet urz da vont enn hent.

Oant en em gavet var eun huelen a zo etre maner Kerlaodi ha bourk Plouenan, hag e velet divar he gorre kalz bro, pa deuaz Anna, en eur huanada, da drei ouc’h Penn-an-Neac’h en eur lavaret :