Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/319

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
311
emgann kergidu

maro. Lakeat e vezent enn eur prizoun-bennag, evel e Brest, e Rochefort, enn enezen Re, pe enn eur prizoun-all-bennag el leac’h ma varvent gand an dienez. Lod-all a veze kaset da eur vro a-bell, ar Guian, el leac’h ma varvent abarz nebeut gand ar c’hlenved.

D’ar zul Bleuniou, da gresteiz, e tlie beza dibennet an Aoutrou Riou. Evel ma tigore Pask enn dervez-se, e talc’haz da gofez betek unnek heur-hanter. Neuze e lavaraz d’an dud a choume hep beza cofeseat :

— Ne ket re d’ign kaout d’am zro eun hanter-heur evit en em lakaat e stad da vont da gaout va Doue. Pedit evid-oun !

Egile a ioa eun den divar ar meaz, he hano oa Corintin, mez ne c’houzoun ket e lez-hano ; klevet em beuz oa a gostez Leuhan pe ar C’hastel-Nevez. Ne ket red goulen abalamour da betra oa bet destumet gand ar sitoianed ; anat eo oa abalamour ma karie re he Zoue hag he roue, evel ar re-all a ioa eno. Rak na d-it ket da gredi e viche, er mareou-ze, lakeat al laeroun hag an dud fall er prizouniou ; unan-bennag, marteze, mez nebeut. An darn-vuia euz an dud fall hag euz al laeroun a c’haloupe bro, a laere an ilizou, ar maneriou, a zeve an tiez var ar meaz, hag a gase, enn ho leac’h d’ar prizoun, an dud vad hag a zoujanz Doue, pa n’ho deveze ket ho lazet pe ho devet.

Mad, hen-nez, ar c’houeriad koz-se, Corintin, evit-han da veza barnet d’ar maro, a ioa eno ken eaz ha ker mao evel pa viche bet enn he gear o tomma e kichen an tan. An nep en diviche her guelet, gand he zaoulagad habask ha laouen, gand he ear dinec’h, gand he vleo hirr, e giz Kerne, faoutet dre an hanter var greiz he benn, o koueza a bouchadou kordigellet var he ziouskoaz ; an nep en diviche guelet peoc’h eun den eeun ha leal var he dal, ha mousc’hoarz eun den dinam var he vuzellou, en diviche lavaret edo o vont da ober, deiz eured he vap, eun dro-zanz var al leur-gear. — Ha neuze kroz an daboulin o tregerni dre gear, en eur gas tud d’ar maro, a viche bet soun ar biniou o c’hervel ar baotred da vont enn dro.

Eur vintinvez edo o paouez mont diouc’h an Aoutrou Gall ; azezet oa var eun tamm koat en doa kavet e mesk ar c’holo hanter-vrein a ioa a-zindan ar brizounerien, pa deuaz da vont a-biou d’ezhan, unan euz an dud a garg a zo el leac’h enkrezuz-se ; dioc’h he stumm oa anat gouzout petra oa.