Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
emgann kergidu

giz, siouaz ! An darn-vuia euz ar re binvidig a ia da lounka o leve da Bariz, pe da eur gear-all bennag, da rei labour me gred, da dud ha n’ho deuz ken c’hoant nemed da drouc’ha ho gouzoug d’ezho, kenta ma kavint ho zro.

E leandi Sant-Aubin, hennez oa hano ar gouent savet gant an Aoutrou Olier Lamball, hag a gomzan anezhi, e leandi Sant-Aubin oa digor an nor d an oll ; kerkouls d’ar pec’her paour a deue di d’en em zizamma euz he bec’hejou e c’harz treid eur c’honfessour karantezuz, evel d’ar paour ezommek n’en doa tamm da zebri he-unan, na grinsenn da rei d’he vugale.

Evelse, ne ket eb souez m’ar doa karet dre ar vro menec’h Sant-Aubin. Den n’en diche kredet ober d’ezho an disterra poan ; den zoken n’en doa kredet lavaret d’ezho edo ar dispac’h dre ar vro gant aoun na vichent eat kuit euz ho leandi ha lezet ar pec’her da vervel enn he bec’hed hag ar paour da zizec’ha gand an naoun.

Abalamour da-ze, daou vIoaz a ioa o doa ranket ar veleien pe gemeret an teac’h, pe mont azindan guz, ha menec’h Sant-Aubin n’o doa klevet hano euz a netra. Daou vloaz a ioa abaoue ma’z oa lakeat ar Roue Louis XVI d’ar maro hag evelato bep sul, pa ganet an ofern e kouent Sant-Aubin, e kanet bep tro ar beden evit ar Roue, an Domine Salvum fac regem, etc... Ar venec’h ne vevent ket evit ar bed.

Kaloun tud ar vro a dride a levenez o velet oa, e kreiz kement a zispac’h, ankounac’heat kouent Sant-Aubin, ha bep noz e pep ti, pa c’hellet lavaret ar pedennou, rak ne c’hellet ket hen ober bemdez, abalamour d’ar republikaned ha d’an dud fall a rede dre ar vro, ha ne felle ket d’ezho klevet hano euz a Zoue, bep noz e lavaret atao eur Bater hag eun Ave, Maria evit pellaat pep droug diouc’h menec’h an abati. Kaout a rea d’an dud paour e selaou Doue ho fedenn, ha rei a reant, dijipot avoualac’h, d’ar republikaned, ar pez a c’houlennent digantho, evit miret outho da vont da furcha ar vro ha da zizelei kouent Sant-Aubin. Mez mennoz an dud keaz-se n’oa ket mennoz Doue. Doue a falveze d’ezhan digoll, ar c’henta ar guella, er bed-all, el leac’h ma eman ar guir eurusted, ar venec’h euz ar boan o doa hag euz ar binijen a reant var an douar, ha paea anezho abred euz ar vad a reant d’ho nesa. Doue a oar guell egedomp ar pez a zo ar guella evit hor brasa mad ; red eo hen anzao, n’euz forz peger kriz e c’helfe beza d’hor c’haloun, n’euz forz pegement e ve a enep hor c’hoant hag hor faltazi.