Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/320

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
312
emgann kergidu

— Va den mad, eme Gorintin d’ezhan ken eaz ha tra, selaouit ac’hanoun eur pennadik. Da bed heur e vizign-me kaset d’ar maro ?

— C’houi ? Pe hano oc’h euz ?

— Me eo Corintin.

— Corintin ?

— Ia, Corintin, an hini a zo aman pemzek dervez a zo, hag a dle beza dibennet herrio.

— Gortozit, ma’z ign da velet.

Hag hen da gaout ar prenestr gand eun tamm paper a ioa gant-han enn he c’hodell.

— Merket oc’h evit pemp heur e-berr.

— Daoust ha ne c’helfenn ket mervel eun tamm kentoc’h ? Deoc’h-c’houi e tle beza ann dra-ze ar memez tra, ha di-me n’eo ket.

— Na perak-ta ?

— Abalamour me garfe mervel var dro an heur ma varvaz gueach-all hor Zalver Jesus-Chrit, evidomp-oll, er groaz, var memez Kalvar.

— Ha da bed heur an dra-ze ?

— Da deir heur.

— Ne ket diez rei d’eoc’h ho c’hoant. Unan-bennag a vezo fouge enn-han o velet he vuez astennet d’ezhan a ziv heur. Me a ia da verka hoc’h hano evit an eil karrad e leac’h an trede.

— Guell a-ze.

Goard ar prizoun — ne ouzoun ket pe hano da rei d’ezhan ken, — a joumaz eur pennad souezet da zellet ouc’h Corintin :

— Ar re-all ho deuz c’hoant da veva an hirra ar guella, hag he-man en deuz c’hoant da vervel div heur kentoc’h evit gellout mervel d’ar memez heur gand he Zoue !... Daoust a ne ket maro ar feiz c’hoaz enn he galoun ? Ne ouzoun dare. Trei a reaz he benn ha mont a reaz kuit. An diaoul, me gred, en doa her c’habestet pell a ioa, hag a reaz neuze eur chachad var ar ziblenn evit hen digas enn he hent koz.

Corintin ne reaz van ; en em lakaat a reaz da lavaret he japeled var he viziad. Ia, var he viziad, abalamour da gounta mad an dizenezennou, ha da lavaret ar Gloria Patri hag ar Bater, pep hini d’he boent, rak n’oa lezet chapeled ebed gand hini euz ar brizounerien ; an dud difeiz a lavare n’oa an traou-ze nemed brizerez. An Aoutrou Coarigou en doa desket d’ar vugale, e kouent Kastel, lavaret