Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/326

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
318
emgann kergidu

a rea an dorz vara d’ezhi ha ker buan e teue d’ar red varzu ar gear gant aoun na viche deuet ar c’here var he lerc’h. Kaerra aluzenn ! Ha ne ket an dra-ze ober vad d’ar re a ra drouk d’eomp ? Per hag Anna ar Zant a dlie ho c’haloun tridal gant levenez, e Baradoz an Aoutrou Doue, o velet Mari oc’h ankounac’haat, er guel a Zoue, an drouk great d’ezho ha d’ezhi.

Aluzenn Mari Kreac’h, kaer e doa beza kalounek, n’oa ket evelato braz avoualac’h evit beva eun tiad tud a-bez. Dre-ze, ouc’hpenn berrentez a ioa e ti ar c’here, ar gernez a ioa enn-han. Ne ket hep souez ive-ta ma kastizent bemdez, an dud paour, ha ma oant treuteat kement, a-benn eur pennad, ma n’oa nemed ar skeud anezho. Ar c’here a ioa deuet da veza ken dizec’h ha ken tano hag eur baluc’henn ; he c’hrek a ioa henvel out-han. Ar vugale a glevet o vouela, o krial, o c’houlen eun tamm bara ha n’oa grinsenn da rei d’ezho, ha den ne rea van evit ho c’hlevet. Doue hag an dud a ioa evel en em lakeat er memez tu evit beza kriz e kenver ar c’here hag he dud. Doue a c’hortoz hag a c’hed, mez ne ankounac’ha ket ar goall-oberiou.

Ma karche ar c’here beza eat da ziskarga he goustianz d’he bersoun pe da eur beleg-all-bennag er gofesion, Doue hag an dud o diviche great eur zell a druez out-han. Mez ar c’here ne d-ea na var dro belek na var dro iliz ebed, evel m’am beuz her lavaret d’eoc’h, ha setu perak, er vro, e kredet e kendalc’he he vuez difeiz ha direiz ; ha setu perak ive den ne gemere truez out-han. An traou n’oant ket evit padout pell er stad-se, pe, abarz nebeut, e viche kavet, e Pount-Eoun, eun tiad tud marvet gand an naoun.

Eur meurvez, mintin mad, ec’h en em gavaz, e Lopreden, eun trafiker amann a Vontroulez, a veze bep meurs e marc’had Kastel, hag a anaveze mad ar c’here.

— Dont a ran da lavaret d’eoc’h, emez-han, hoc’h distlabezet dioc’h kere Pount-Eoun.

— Ha guir a lavarfac’h, eme an oll ?

— Ker guir ha m’her lavaran d’eoc’h, eme-z-han. Ganen-me eo en em gavet er mintin-man, var dro teir heur, o tiskenn d’ar Vadalen, e kichenn Montroulez. He c’hrek hag he vugale a ioa gant-han. N’ho doa ket a galz dillad, evel a c’houzoc’h, evelato ar pez o deuz a ioa en eur pakad, gand ar c’here ouc’h he gein. P’am beuz hen anavezet, em beuz dalc’het va marc’h a-za, hag em beuz lavaret d’ezhan :