Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
emgann kergidu

kent ha ma en em gavaz gant-ho ho galvaz d’en em gelc’ha enn dro d’ezhan hag e lavaraz d’ezho laouen ha goustadik :

— N’euz den var zao el leandi, na den-all var dro ; n’euz ket eur c’hi zoken da ziouall an ti.

Paour keaz soudard, da ober petra e viche bet eur c’hi e ti tud ha n’o doa netra d’ezho ho-unan !

O klevet kement-se, e savaz kaloun d’an oll. N’oa den var dro al leandi ! Hag el leandi-ze oa arc’hant da renta deg gueach pinvidik pep hini anezho ! Klask a rejont an digor, ha n’oe ket diez d’ezho her c’haout, rag an nor n’oa prennet nemed gand eul liket-koat, ha c’hoaz, allas ! he frenn a ioa he lost er meaz euz ar porz, ha n’oa nemed chacha varnezhan evit digeri. Eur veach eat er porz ec’h ejont var eeun varzu ar gouent : goulou a oue allumet ; edont etal dor al leac’h m’edo kousket ar venec’h, dinec’h evel kristenien ha n’o doa aoun da gaout na rag an dud na rag Doue. Kerkent e oue klevet an tennou o krozal ; ar venec’h paour, toullet ho c’horf, torret ho fenn gand ar boulejou a ruille divar ho guele kalet var al leur-zi : ar goad a rede var an douar hag a bouloudenne eun tamm larkoc’h enn ho c’hichenn... Ruill a reant divar ho guele, mez ne vezent ket lazet oll en eur goueza : krial, en em erbedi a reant... Mez ne zelaouet ket ho c’hlemmou !... Pa vele ar zoudardet oc’h en em erbedi outho, var bennou he zaoulin, bisach eur manac’h koz, roufennet he zremm gant an daelou, guennet he benn gant aoun rag an ifern, kaledet he groc’henn gant ar binijen. el leac’h astenn d’ezhan ho dourn, e tarc’hoent varneznan taoliou kroz-fuzil ker kalet ha ker pounner, ma vruzunent outhan he benn, ha ma sklapent he empenn ouc’h ar mogeriou a dro-var-dro. Lod-all, torret ho livenn-gein, a eseia en em ruza er meaz euz an ti, evit gellout en em guzet. Lod-all en em ruille e tal dor ho c’hamprou, o sevel enn ear, evit goulen pardoun, unan he zourn deou, eun all he vreac’h kleiz, eun all he c’har hervez ma oa skoet pep hini. Ha den n’en doa truez ouc’h ar merzer... Truez ! oh ! nann ! Pell ac’hano : pa velet unan bennag o finval enn tu pe du e tennet varnezhan, evel ma tenn an den honest var ar c’hi klan, pa vez an hu varnezhan ha pa en em gaf azindan he daol.

Lazet oa kement manac’h a ioa el leandi : goullo oa pep kambr... Soudardet ar Republik a c’haloupe euz an eil penn d’egile d’an ti, sounn ho fenn ha rok an tamm anezho, rag