Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
EMGANN KERGIDU

n’oa den ebet ken da enebi outho. Trouz a ioa gantho ; pep hini a zave he vouez evit diskleria ha diskouez en doa great guelloc’h eget ar re-all, pa en em gafchont er penn pella euz ar gouent, en eur c’hougn-tro, e kichenn an nor. Eno e velchont eun dra bennag o trei hag o tistrei. Kerkent e oue serret he veg da bep hini, rag aoun a deuaz d’ezho na viche oll chouanted ar vro kuzet er c’hougn-ze : eur chouant a rea aoun da gant republikan, rag ar chouanted o doa kaloun, pa’z eo guir ec’h en em gannent evit Doue, ha n’o doa ket a spount rag ar maro. Nann, eno n’oa nemed eur paour keaz manac’h, ervez ar guel, e kreiz he vrud. Torret oa he ziou c’har ; ar goad a ioa aridennet var he lerc’h dre ma oa eat ; c’hoant en doa bet da vont er meaz euz an ti. Mes arruet e tal an nor, he galoun a vankaz d’ezhan hag e chommaz eno semplet. An trouz euz ar zoudardet her lakeaz da zivorfila. Sevel a reaz var he groaz-lez, trei a reaz varzu ar zoudardet oc’h en em erbedi outho… Pa velaz ar re-man n’oa er c’hougn-ze nemed eur manac’h mac’hagniet, unan anezho, eur paotrik iaouank ha n’en doa ket c’hoaz eur varvenn var stal ar mec’hi, hen treuzaz gand eun taol baionnettez ken doun ha ken didruez ma her stagaz ouc’h an nor…

Troomp hor penn rag eugi a ra ar galoun…

Tro al leandi a oue great ha kement den beo a oue kavet a oue raktal lakeat d’ar maro.

Goude beza great tro al leandi, goude beza furchet ha klasket e pep kougn, goude beza guelet ne jomme den ebet ken e buez da enebi outho, ar republikaned a en em lakeaz da glask ar pez oant deuet da glask di, aour hag arc’hant da garga gand ar zac’h. Mez, siouaz ! goude beza klasket e pep leac’h, goude beza torret an oll armeliou, goude beza furgutet kement toullkuz a ioa dre al leandi, ne gafchont ket eur guennek. Ar venec’h ne brenent netra, rak gounit a reant ho boued dre ho labour ; ar venec’h ne verzent seurt, rak rei a reant d’ar paour ar pez a jomme gantho. Ar republikaned ne gafchont seurt e leandi Sant-Aubin nemed ar c’haluriou hag ar Zakr, meulet ra vezo ! An traou-man avad a ieaz gantho… Oh! tud dizoue !

Goude beza gret ho reuz, ec’h en em lakejont e doare da zistrei da Lamball. Kaout a rea d’ezho n’oa chommet den e buez var ho lerc’h e leandi Sant-Aubin. Eo koulskoude, chommet oa unan da gounta ho fallagriez. Eur manac’h