Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
emgann kergidu

iaouank flamm, hag a ioa o chomm er penn pella euz ar gouent, a zihunaz o klevet an tennou fuzil kenta. Eb gouzout petra rea, poulzet gand ar c’hoant, lakeat gand Doue e kaloun pep den, da bellaat diouc’h ar maro ha da ziouall he vuez, e lammaz er meaz euz he vele, hag ez eaz da guzet er c’hoajou a zo enn dro d’an abati. Eno, daoulinet e kreiz eur vojenn dero, eat he deliou gand ar goan, e kleve trouz an tennou fuzil : avechou, gand an avel ien ha iud a c’houeze dre ar guez, e teue betek ennhan klemmou ar re oat o peur laza, ha iouc’herez ar zoudarded dizakret…

Pebez nosvez, o va Doue !

Pa deuaz an deiz, e sonjaz klask kuz hag eun tamm bara enn tu pe du, rag ne grede ket distrei d’he leandi. Mez da beleac’h mont, paour keaz manac’h ? Abaoue ma oa eat e kouent Sant-Aubin n’oa ket bet er meaz anezhi, hag en eur vont ebarz n’en doa guelet ken hent nemed an hini en doa great, ha n’en doa ket taolet evez outhan. N’euz forz, goude beza pedet a greiz he galoun, ec’h en em lakeaz da vale dre ar c’hoat eb gouzout da beleac’h ez ea. Bale pell pe bale adreuz en doa great, rak tremen kresteiz oa pa zigouezaz dirag eun ti. Vad a reaz da galoun ar manac’h guelet eun ti, rag eno e kave d’ezhan e kafche tud vad d’hen difen a enep al laeroun. Ia, a enep laeroun, rag ar manac’h a gave d’ezhan oa eur vanden laeroun hentchou-braz eo a ioa kouezet varnezho er gouent, rak ne c’houie ket oa dispac’herien er vro. Hag en diviche gouezet n’en diviche biken kredet e vichent bet ken dizakret ; n’en diviche ket kredet e viche deuet tud, dre zroug ouc’h Doue, da ober ker goaz d’he zervicherien. Eb aoun ebed ive ’ta ez eaz enn ti. Fazia a c’helle koulskoude, rag siouaz ! lod euz a dud hor bro, nebeut mar kirit, lod evelato euz a dud hor bro a ioa eat a du gant an dispac’herien. Ar re-ze oa an dud o doa c’hoant d’en em ruill er pec’hejou udur ha da heulia c’hoantegesiou fall ho c’haloun, pe d’en em binvidikaat divar goust an ilizou, ar c’houentchou hag au noblansou, en eur laerez ho leveou, pe en eur ober an neuz d’ho frena en eur baea anezho an degved, da hirra, euz ar pez a dalvezent.

Digouezout mad a reaz, ar paour keaz manac’h, a drugare Doue : e ti tud mad hag honest oa en em gavet. Edot gant lein pa erruaz : an ozac’h, he zaou vevel, he c’hreg hag he vugale, c’hoaz iaouank, a ioa ouc’h an daol, enn dro da eur