Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/37

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
emgann kergidu

podat iod-silet. Pa velchont ar manac’h, gant he zillad manac’h, o tigouezout enn ti e chomchont mantret, ho loaiad iod enn hanter an hent euz ar pod d’ho ginou. Chom a reant da zellet an eil ouc’h egile, evel tud sebezet.

Ar manac’h he-unan a jommaz souezet, o velet an dud-se o sellet outhan gand eun ear spountet. A benn eur pennad e lavaraz :

— Doue r’ho pinnigo oll, braz ha bian !

— Bennoz Doue d’ehoc’h, Aoutrou manac’h, eme an ozac’h. Savit d’an neac’h, azezit e kichenn an tan da c’hedal ma vezo aozet d’ehoc’h eun tamm boued-all guelloc’h eget hor iod-ni, rag marteze hoc’h euz naoun ?

— Na rit ket a van, eme ar manac’h, me a zo boazet da iun. Evelato ec’h ei gan-en, a galoun vad, eun tamm bara, rag abaoue deac’h da gresdeiz n’em euz debret grinsenn.

— Neuze ’ta e teuit a bell, hag evelato e tougit guiskamant menec’h Sant-Aubin. Marteze ive emaoc’h o vont d’al leandi-ze, hag hoc’h kollet divar hoc’h hent ?

Nann, n’ounn ket kollet divar va hent. Enn noz tremenet euz digouezet varnomp, e kouent Sant-Aubin, eur vanden laeroun hag o deuz lazet a dennou fuzil an oll venec’h-all, nemed oun-me, am euz gellet kemeret an teac’h, dre c’hraz Doue. Epad an noz oun chommet kuzet er c’hoat, hag abaoue ar mintin-man e m’ounn o c’haloupat, o klask eun ti bennag da rei goudor dign.

— Tad manac’h, ne ket laeroun hentchou-braz eo a zo kouezet varnoc’h ; nann, goasoc’h eget laeroun eo ar re o deuz lazet ar venec’h-all. Aman hoc’h digouezet e ti tud a zoujanz Doue hag a oar pegement a vad hoc’h euz great dre ar vro, c’houi hag ho kenvreudeur, ar venec’h-all. Dinec’h e c’hellit beza e ti Job Karo. Va grek, tud va zi ha me a rei guella ma c’hellimp evit rei d’ehoc’h boued da zibri ha golo da guzet ac’hanoc’h, a enep an dispac’herien a c’hlac’har hor bro.

Goude-ze, Job Karo a gountaz d’ar manac’h iaouank ar reuz a ioa e Breiz hag e Franz euz an eil penn d’egile. Hag, klevet kement-all a draou, ar manac’h a jomme mantret ha sebezet. N’oa ket evit koumprenn e viche c’hoarvezet er vro traou ker goaz ha ker glac’haruz.

Epad m’edo Job Karo e kounta an traou doaniuz-se, Klaodina an Hir, he c’hrek, e doa aozet eur banne zoubenn ar jaodel. Ar manac’h a zebraz he zoubenn ha, varlerc’h, eun