tamm bara hag amann : he nozvez venn hag he c’haloupadenn vintin o doa digoret he galoun d’ezhan.
P’en deoue debret he bred, Job Karo a lavaras d’ezhan :
— Tad manac’h, red eo d’ehoc’h chomm azindan guz, rag, ma vezit guelet gant ho kuiskamant a vanac’h, e vezo kroget ennhoc’h raktal, e viot taolet er prizoun, hag antronoz barnet d’ar maro. Aman, em zi-me, azioc’h kraou ar zaout, ez euz eur sanaill ha ne gredan ket ec’h afe den da zellet ennhan ; ien eo an amzer hag eno n’heller ket ober tan, mez ezenn ar zaout a zalc’ho tomm avoualac’h d’ehoc’h. Eno ive ’ta, e kaf dign, e vioc’h kuzet mad ha n’ho pezo ket re a ziouer. Klaodina, va grek, a gaso bemdez d’ehoc’h boued ervez ho kout ha dioc’h ho faltazi. Bremaik, goude hor lein, va mevel, Dider Krogennek ha me, a ielo beteg ar gouent da velet ha chommet ez euz eno c’hoaz eur manac’h-all bennag. Araok an noz, ni a vezo distro hag a lavaro d’ehoc’h penaoz eman an traou. Guelet avoualac’h a ran hoc’h euz c’hoant da zont ganeomp, mez ne c’hellit ket dont, rag eb gellout ober vad ebed, hoc’h sur da ober droug d’eomp. Unan bennag hor guelo o vont pe o tont, anat eo ; mad, ma vezit guelet ganeomp, e vezo lavaret dioc’h-tu emaoc’h kuzet aman, hag abarz nebeut e man soudardet ar Republik o lakaat an tan enn ti, ma ne gavont ket ac’hanoc’h, ar pez ne rai vad da zen. Nann, ne deuot ket ganeomp ; Dider ha me a ielo hon daou, ha c’houi, enn ho toul kuz, a bedo Doue evit Job Karo, he c’hrek hag he vugale.
Ar manac’h a ieaz enn he guz, ha Job Karo ha Dider Krogennek a ieaz ho daou varzu leandi Sant-Aubin. Pa en em gafchont eno, e velchont, er vered, eur vanden dud oc’h ober toullou-bez. Ar re-man a ioa tud hag a ioa o chomm var an hent a ia euz a Sant-Aubin da Lamball. E kreiz an noz oant bet dihunet gant an trouz hag ar pec’hejou a rea ar zoudarded o tistrei da Lamball. Dioc’h ar pez a glevent oa eaz d’ezho gouzout ar pez a ioa c’hoarvezet el leandi. Abalamour da ze oant deuet diouc’h ar mintin da rei skoazel d’ar venec’h paour o doa ho zikouret ken aliez a veach enn ho dienez. Mez, siouaz ! ne gafchont nemet korfou maro, leun-c’hoad....
Goude beza lavaret a greiz ho c’haloun, bep a Zeprofundis evit ar verzerien, ec’h en em lakejont e doare da ober d’ezho bep a vez e guered an abatti. Oc’h ober al labour-ze edont pa en em gavaz Job Karo hag he vevel. Pebez tristi-