Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
emgann kergidu

ar republikaned diskaret kement ti a ioa e Sant-Aubin, hag ouc’hpenn, an disterra kraou a vezo mad evidoun-me. Great an eost, eman an han o vont kuit, erru an diskar-amzer, bremaik eman ar poent da zistrei ha da derri an douar evit gounit an eost nevez. C’hoant am euz da labourat eun tamm douar ha da hada ennhan greun evit kaout bara da zibri enn han a zeu, mar plij gand Doue ; ha ma na blij ket ganthan e chomfen e buez e Sant-Aubin, ra vezo great er memez tra he volontez, ez ign d’an env da gaout va c’henvreudeur.

Job hen dizaliaz ; aoun enn doa na viche ar manac’h diskuliet gand eun trubard bennag, rak neuze ar zoudarded a viche deuet buan var ho c’hiz hag her c’haset gantho evit her lakaat d’ar maro. Mez null e oue d’ezhan ; troet oa e penn ar manac’h distrei d’he gouent.

— Da viana, eme Job, e lezoc’h ac’hanoun da gas d’ehoc’h eun dorz vara pe ziou er zizun, hag an traou a vezo red d’ehoc’h, ken na deui eun eost nevez enn douar.

— Ia, eun tamm bara hag eur vozad holenn a gemerign diganeoc’h bep sizun, a galoun vad. Doue, me gred, ho faeo d’ehoc’h er bed-all, rak evidoun-me ne c’hellign ket hen ober var an douar. Avoualac’h e vezo kement-se evid-oun. Er gouent e kavign dour hag er c’hoat keuneud d’her birvi. Eur skudellad vara, eur meudad holenn trempet bemdez gant ar soubenn-ze, a vezo traou avoualac’h d’am beva ac’hann d’an eost a zeu.

— Eun dra-all am euz da lavaret d’ehoc’h c’hoaz, tad manac’h. Gouzout a rit pegement a fallagriez a zo er vro ; ma vezit guelet gand ho kuiskamant a vanac’h, abarz nebeut derveziou emaor krog ennhoc’h. Lakit dillad evel va re-me, ha den ne rei van evit ho kuelet, rag ar re fall a zo dre ar vro, a gaf d’ezho oc’h bet ive merzeriet er memez taol gant ho kenvreudeur.

— Guir a livirit, Job. Bikenn ne c’hellign trugarekaat re ac’hanoc’h euz ar vad a rit evidoun. Breman it d’ho kuele ha digasit dign varc’hoaz dillad evel ho re, ar re falla a vezo mad avoualac’h d’in-me.

Antronoz, etre nao ha deg heur, edo Job Karo, Klaodina he c’hrek, he vugale hag he zaou vevel, enn dro d’an tad manac’h. An tiad tud-se o doa doan o tispartia diouthan ; ha koulskoude ma viche bet gouezet edo eno, e vichent bet barnet d’ar maro evit beza her c’huzet. Chomm a reant mud,