Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
emgann kergidu

he vab ; mall en doa da vont en hent. Ar manac’h a ginnigaz d’ezho peb a damm bara araok mont kuit. An hini koz n’en deoue afer a netra ; an hini iaouank a lakeaz eur c’horn bara enn he c’hodel en eur drugarekaat ar manac’h euz he vadelez ; an hini koz avad ne droaz ket zoken he benn da zellet outhan.

A benn eur pennadik hent e oue klevet an hini koz o c’hrosmolat, o skrignat he zent. Pa lavare eun dra-bennag ne glevet ganthan nemed an daou c’her-man : Doue... Diaoul... Epad an amzer-ze, an hini iaouank a zebre he damm bara ; d’an oad-se e vez digor ar galoun. Eur veach en amzer, etre diou c’hinaouad, e c’houlenne digant he dad petra c’hoarveze ganthan ; mez he dad ne respounte grik ; ne rea atao nemed lavaret : Doue... Diaoul...

Pa oue debret he damm bara penn-da-benn gand ar paotr iaouank, e lavaraz d’he dad :

— Asa, va zad, pet gueach n’hoc’h euz ket lavaret d’in-me n’euz Doue ebed, hag herrio, abaoue ma’z omp deuet kuit diouc’h ar manac’h kalounek-sont, n’euz ken hano ganeoc’h nemed a Zoue ? Mez ma n’euz Doue ebed, perag ta e komzit kement anezhan ?

— Eo, eun Doue a zo, eme an Aoutrou koz, o skrignal he zent, rag anez ne c’helchenn ket kaout kement a zrouk outhan.


————
TREDE PENNAD
————
Runveuzit e parrez Ploumagoar


Araok kuitaat bro Landreger e rankan kounta d’ehoc’h c’hoaz ar pez a c’hoarvezaz e bourg Plouaret, neuze kerkouls ha breman, unan euz ar guella hag euz ar vrasa parresiou euz ar vro-ze.

Dre eno oa ive kals tud vad, tud hag a veze var evez evit miret ouc’h drouk d’en em gaout gantho ha gant ar re a veze enn ho zi. Ar pez ac’h an da gounta hen diskouezo d’ehoc’h.