Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/56

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
emgann kergidu

— Me ia d’her lavaret d’ehoc’h, eme Jan-Mari en eur c’hoarzin kalounek. Va bugale ha me a ioa hor pevar er zolier, azioc’h ho penn, o sellet ouzoc’h, o selaou ac’hanoc’h. Pa velchomp ac’hanoc’h o vont var bennou ho taoulin evit lavaret ho pedennou, e ouemp gounezet ganeoc’h, hag e teuchomp kuit dinec’h.

— Deomp d’hor guele, bugale, eme-ve, tud hag a bed Doue, tud hag a lavar ho fedennou, n’euz ket a fallagriez enn ho c’haloun. An daou zen-man a zo a du ganeomp. — Kousket hor beuz c’houek hag eb aoun, rag gouzout a reamp e roemp lojeiz da zaou zen a relijion.

Paotred iaouank am zelaou, c’houi hag a dle, var c’hed a gement-se e c’hellit beza dre an amzer a zo breman, c’houi hag a dle kuitaat ho pro, ha mont marteze da vrezellekaat e broiou-all, n’ankounac’hait ket da lavaret ho pedennou bep noz ha bep mintin, rak guelet a rit penaoz e teu an Aoutrou Doue da zelaou ar pedennou. Per na me, p’edomp o lavaret hor pedennou, n’edomp ket o klask na beza guelet na beza selaouet gand an dud, ha Doue a zigasas Jan-Mari hag he dri vab da zellet ouzomp ha da zelaou ac’hanomp, ha goude-ze, da rei d’eomp ar galouneka digemer. N’ankounac’hait ive ’ta jamez ho pedennou, ha Doue n’ankounac’haio ket ac’hanoc’h ken nebeut.

— Breman, eme Jan-Mari d’in-me, debrit, c’houi hag ho kamarad, ar pez a raio vad d’ehoc’h. Aman emaoc’h e ti ho kuella mignouned ; chommit ganeomp keit ha ma kerfot ; breman, el leac’h kolo, ho pezo gueleou ha kerkouls boued ha ni. Ne ouzounn ket piou hoc’h, a beleac’h e teuit na da beleac’h ez it, ha n’em euz ket izoum d’her gouzout. Avoualac’h eo dign gouzout em euz em zi daou zen leal, daou gristen mad.

Me a lavaraz d’ezhan neuze piou oamp ha da beleac’h ez eamp.

Epad m’edon o kounta, e velen dremm Jan-Mari o laouennaat muioc’h-mui dre ma’z ean, hag he lagad lemm o virvi enn he benn. Pa oue achu ganen, e savaz en he za en eur lavaret :

— Sell ’ta, guell a ze ! Va zri mab-me a dle beza, ho zri, oc’h ober an taol-ze ive, ha ne c’hedont nemed an urz da vont enn hent. Evit ar memez kostezen ec’h en em gannfot. Skoit stard var ar republikaned, ha ra blijo gand Doue lakat ac’hanoc’h da c’hounit !