Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/57

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
emgann kergidu


PEVARE PENNAD
————
Plouaret ha Perros-Guirek


Ac’hanta, ha n’oa ket tud ar re-ze ? D’ho diouall oa chommet ive, evel enn hor bro-ni, azindan guz, beleien ha n’o doa ket aoun rag ar maro. Mez mar doa tud vad dre eno, oa ive tud fall, ha zoken beleien hag o doa great al le, pe ma kavit guell o doa great sermant, Hogen eur belek, hag a rea al le, a lavare, dre he zermant, ne anaveze na Pab, nag Eskob euz he berz ; eur belek ha n’en doa ken mestr nemed ar C’houarnamant ha mear he barrez ; eur belek ha n’en doa da zenti nemed ouc’h lezennou ar vro, mad pe fall, evel ma vichent e vichent ; en eur ger, eur belek evel ar gard-champêtr, a c’hell mear ar barrez da gas ha da zigas, ha da derri pa dro enn he benn. Ar veleien a rea al le a ioa hanvet beleien intru, abalamour mac’h en em lakeant da bersoun pe da gure e parresiou, eb beza hanvet gand ar guir eskob. — E broiou-all e vezent hanvet asermantet.

Ne ket ep souez ive ’ta o diviche beleien, evel ar re-man, droug ouc’h ar veleien, hervez kaloun Doue, chommet kuzet dre ar vro. An oan hag ar bleiz, daoust hag hi a c’hell beva er memez park ? Ar veleien vad a ranke diouall ouc’h ar veleien intru muioc’h eget na ranke guechall ar gristenien genta diouall ouc’h ar baianed. Rak ma klaske guechall eur paian kregi enn eur c’hristen hag her lakaat d’ar maro, oa abalamour ma’z ea a enep al lezen desket d’ezhan gand he dud, el leac’h ar veleien intru, broudet gant rebechou ho c’houstianz, o doa c’hoant da lakaat ar re-all da veza evel-dho, — kement-se en diviche great vad d’ho c’haloun, — pe d’ho c’has divar ar beg douar-man d’ar bed-all, evit miret da veza tamallet gantho. Arabat eo d’ehoc’h beza souezet o velet kement a grisder e kaloun eur beleg intru. Daoust hag an nep a nac’h he relijion hag he Zoue, daoust hag hen a c’hoar betek peleac’h e ranko mont ? Daoust hag hen a c’hoar betek peleac’h e vezo poulzet gand an drouk-spered ? Eur veach ma vez krog an diaoul enn eun den, her c’has hag her c’haso beteg ar bern, beteg ar gorden zoken.