— Emaoun o klask pell a zo, ha ne gavan hini ebed, ha setu perag ounn nec’het.
— Ne gavit hini ebed ? Mad, e kever hor c’hear-ni ez euz unan hag a rai ho stal d’ehoc’h avad.
— Guestl eo evelse da ober eul lizer-ferm ? Breman, abaoue ma’z eo eat ar veleien hag an noblanz kuit, euz nebeud a dud desket dre ar vro.
— Ia, ia, bezit dinec’h ; guiziek meurbed eo ar skrivagner a gomzan d’ehoc’h anezhan.
— Mad, bennoz d’ehoc’h, — ne grede ket lavaret : bennoz Doue, dirag ar republikaned, — lavarit d’ezhan diouall na deufe ket dimerc’her d’ar Penn-Ker-Braz, e parrez Pluzunet, ha lavarit d’ezhan digas ganthan kement a zo red evit skriva. Ha c’houi, va den mad, deuit aman ma paign eur banne d’ehoc’h araok mont kuit.
Hag an Aoutrou Iann, dre ar c’homzou-man, a c’houie oa izoumm anezhan evit eun dra-bennag, evit maro pe evit badiziant, e parrez Pluzunet.
Ouc’hpenn, e Plouaret oa tud a galoun. Var bord ar mor o doa c’hoaz marteze muioc’h a izign an dud, eget enn douar braz, evit gellout mont da gaout ho beleien, da c’houlen digantho kuzul evit en em denna dibec’h euz a greiz kement-all a draou fall, ha digas nerz d’ho eneou evit harpa ouc’h fallagriez an drouc-spered, dislounket gand an ifern da zaoni an dud var an douar. Setu ama penaoz a reant evit klevet an ofern ha kofez ho fec’hejou.
Deuet eo an noz, tenval eo an amzer ; n’euz den var vale adalek bek Miliau beteg enezen Brehat, o vont dreist bourk Perros ha kear Landreger. Ne glever ket zoken enn oabl, azioc’h ar penn, kan klemmuz ar c’hefelek aod, na kaket skiltruz ar mor-bik marellet. Ne glever a bell, dreist an enezier, nemed grosmol ar mor braz a groz evit lavaret ez a atao enn dro hag ez eo bepred leun a nerz. A veac’h eur stereden en em zispak eur veach enn amzer evit diskouez e peleac’h eman an Aoutrou Doue. En eun taol-kount, etre unnek heur hag hanter-noz, e klevet, e kreiz ar mor, eur c’hloc’h o seni ; dont a rea euz a gostez enezen Brehat, kear Paimpol pe Landreger, hag he zoun a iea a-hed an aod. Chomm a rea pennadou, evel da heana, dirak ar Porz-Guenn, e parrez Penvenan, dirak an Trevoux, Trelevern ha dirak al Lenn, e parrez Louanec. Tremen a rea Perros, hag ez ea dreist Bek-ar-C’hastel hag ar Sklerder varzu Trebeurden,