ha n’ounn dare da beleac’h, en eur zeni atao eur veach enn amzer hag o chomm eur pennadik dirak pep kerriad-tiez. Taoliou ar c’hloc’h-se, e kreiz an noz, a ioa evel klemmou an anaoun da glevet ; klemmou ar vartoloded beuzet o tont da c’houlen pedennou digant ho zud.
A-benn eur pennad e klevet dirak bourk ha rad Perros, a reaz enezen Rouzik, a gleiz pe a zeou, hervez ma c’houeze an avel, eur c’hloc’h-all pe ar memez hini marteze, ne oufen ket evit her lavaret d’ehoc’h, o seni adarre ; mez breman ne ra ket er memes tra. Kentoc’h ne zoune nemed taol breman, taol e-verr, zoken dirak ar c’herriou ma chomme evel da ehana dirazho, ha breman e sko stank he daoliou, beteg c’houeac’h pe seiz taol dioc’h-tu, an eil varlerc’h egile. Abarz nebeut, euz al leac’h ma soune an taoliou-ze, e velet o sevel euz a reaz ar mor betek tregont pe daou-ugent troatad enn ear, eur c’houlaouen vraz, pe evit lavaret guell, eur voul-dan, hag a lugerne en eur drei hag en eur zistrei, a bep tu, a gleiz hag a zeou, atao varzu an douar, evel pe diche c’hoant da furcha kement toull kuz a ioa er c’herrek a vir ouc’h ar mor doun da zont var an douar braz. Ar sklerijenn-ze ne bade ket pell ; mont a rea kuit, ha prest goude ar c’hloc’h a zoune adarre, ha neuze ne glevet nemed soun ar c’hloc’h e kreiz trouz ar biliennou a ruille hag a ziruille divar an eil roc’h var eben. Goude-ze e velet adarre o sevel enn ear hag o tiskenn ker buan, ar c’houlaouen vraz ; ha pa viche eat ar sklerijenn kuit, ar c’hloc’h a zoune adarre. Teir pe beder gueach e c’hoarveze an dra-ze, sklerijenn ar c’houlaouen ha soun ar c’hloc’h, pep hini d’he dro. A-benn eun heur, pe var dro, ar c’hloc’h a iea da vad hag ar sklerijenn da netra.
Neuze e velet o tispaka a bep kougn a ioa enn aod, hag o tistaga diouc’h an douar braz, bagou karget a voazed, a verc’hed hag a vugale zoken. — C’hoant deski abred ar vugale da garet Doue o doa hon tudou koz. — Mont a reant da glevet an ofern a lavare evitho, e kreiz ar mor, pa n’oa ket evit hen ober var an douar braz, eur belek kalounek chommet enn ho zouez evit silvidigez ho eneou. Dont a rea bagou a bep korn ar vro, adalek ster Landreger beteg bek Trebeurden. Dont a rea dreist-oll euz a Bloumanac’h, rak e Ploumanac’h ec’h en em denne kristenien vad an douar braz n’oant ket evit kemeret bag e Pont-Guennet. Neuze ive Ploumanac’hiz n’oant ket evel breman. Ne ket ho zudou koz