Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/63

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
emgann kergidu

o deuz diskouezet d’ar re zo breman an hent fall. Oh ! nann, pell dioc’h eno. Ploumanac’hiz koz a c’houie selaou ho beleien, heuilla lezen Doue ha beza tud vad, leal hag eeun. Ar re zo breman, siouaz ! o deuz chenchet giz. — Ouc’hpenn, e Ploumanac’h eo c’hoarvezet an trubarderez-man. — Breman e kavont guell selaou kuzuliou fall eul lastez Aoutrou, deuet euz n’ounn dare a beleac’h, ne mad da netra enn he vro, hag a ia dembrest kuit dioutho, goude beza great goap anezho, eget ho beleien a jomm atao gantho, a gemer perz enn ho foaniou, a jomm da bedi Doue e c’harz treid ho guele ken n’o devezo tennet ho huanad diveza, goude beza roet d’ezho ar pardoun euz ho fec’hejou ha digoret d’ezho Baradoz an Aoutrou Doue. Ra blijo gand Doue sklerijenna ho spered — hag hini an dud-all faziet, — netaat ho c’haloun hag o lakaat da zistrei var ar rouden vad ho deuz dilezet !

Tud Perros n’oant ket evit dont var eeun euz ar gear, rak eul lastez soudardet, hanvet garde-kot, leun a feiz fall, a fallagriez hag a drubarderez, deuet di, var ho meno, evit difen ar vro a enep ar Zaozoun, ha ne reant nemed laerez hag en em vesvi, o diviche buan ho diskuillet hag ho c’haset d’ar maro. Var an deiz, tud Perros a rea van da vont da besketa pe da vezina, hag atao, evit kaout tro da lezer ho bagou pe e Tre-Traou, pe e Tre-Trignel, ec’h en em gavent a enep ar mare pa deuent en dro. Diouc’h an noz, epad ma veze ar garde-kotet oc’h eva banneou, pe astennet enn tu pe du oc’h uza ar banneou o deveze evet, ez eant sioul euz ho ziez evit mont, pep hini gant he dud, da gaout he vag. Sevel a reant ennhi, ha mont a reant er memez amzer gand Ploumanac’hiz hag ar re-all, varzu enezen Rouzik, d’al leac’h ma oa guelet ar sklerijenn.

Eno e kavent eur vag pountet, brasoc’h kals eget ho hini. Varzu ar vag vras-se e teue bagou euz a gement pors mor bian a ioa enn aod. Taoler a reant ho heor enn dro d’ezhi, evit chomm en he c’hichenn ; ar re viana en em stage outhi. Var bount ar vag vraz ez euz savet, gand lian-goel, evel pa lavarfen d’ehoc’h, eun tiik bian. E kreiz ez euz eun daol goloet gand lien guenn-kann, hag e pep penn eur c’houlaouenn koar var alumm. Kerkent e veler eur belek o viska he zillad da oferenna... An oll a zao ho daoulagad... Vad a ra da galoun an oll guelet eur veach c’hoaz unan euz ho beleien, marteze eo evit ar veach diveza. Siouaz ! den n’her goar, rak an amzer a zo diasur. Eur martolod koz, duet he