Meulomp Doue bep heur,
Hen a ra hon oll bonheur.
Meulit-hen, Elez santel,
Meulit he vajestez ;
Rentit d’he vadelez
Mil meuleudi eternel.
Meulomp Doue bep heur,
Hen a ra hon oll bonheur.
Abarz an deiz pep hini a zo distro d’he gear ; n’euz nemed ar belek paour ne oar da beleac’h mont, rak n’en deuz kear ebed. En eur zisken euz he vag e ranko klevet e pe du eman ar c’hlask d’ezhan evit gellout mont enn tu-all, el leac’h ma ne vezo ket klasket. N’euz forz, n’e ket kals nec’het gant kement-se, rak ar pez a rank da ober herrio a ranke da ober deac’h :
Eur belek katolik a zo eun evn guenn ervad ;
Herrio ’ma el lannek, varc’hoaz e vo er c’hoad ;
Disul enn eun neiz pick, dilun enn eun neiz bran,
Hag el leac’h ma tebr lein ne zebr nep tro he goan.
Distroomp da Loull ar Bouc’h hon euz lezet da ober he reuz e kostez Plouaret. Diez eo kounta ped den en deuz kaset d’ar prizoun ha zoken d’ar maro, eb komz euz ar re a eskine bemdez e pep giz, krisa ma c’helle. Mez eur muzur a zo da bep tra. Skuiza a reaz ganthan, abarz ar fin, ar gatoliked vad hag ar chouanted. Evelato, araok mont da-vad d’ezhan, araok terri outhan he benn, e kuzuillchont anezhan dre ar zoun a zo aman varlerc’h evit lavaret d’ezhan diouall, evit lavaret d’ezhan pegen trubard oa bet e kenver he Zoue, peger kriz e kenver he nesa, hag evit hen alia da zistrei var an hent mad. Bemdez ha bemnoz, bro Plouaret a dre-