Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/68

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
emgann kergidu

Ar Pab a Rom ho kemero
Dre Augustin ho kuir Autro ;
Setu aze an hent epken
Dec’h da zeraou ho pinijen.

Galvit ar c’hraz, hag o po-hi
Jesus-Krist ne zinac’h hini,
Pa vez trugarez goulennet
Gand eur galoun guir glac’haret.

Doue a vo ‘vel-se meulet
O kaout an danvad dianket ;
An Iliz a zigemero
Ho pinijen hag ho taelo [1].

Kaer e oue kana he zoun da Loull ar Bouc’h, Loull ne reaz van ebed. N’oa ket evit beza krisoc’h eget n’oa bet betek neuze, rak anez me gred e viche bet.

O velet e rea ar skouarn vouzar, pe marteze, evit lavaret guell, o velet e rea goab euz ar c’hentelliou a ganet d’ezhan, Andre ar Ponthou, an hini a ioa e penn ar chouanted er c’horn-ze euz ar vro, a gemennaz d’he oll-dud en em gaout, eun nosvez, e koat Tonkedek, e tu ar zao-heol, el leac’h ma’z euz eur vengleuz hag a ia doun azindan an douar. Eno e komzaz evelhen ouc’h he dud :

— Goazed, oll hor beuz kuiteat hon tud hag hor bro evit difenn e pep leac’h guiriou Doue ha guiriou ar Roue a enep an dud dizakret, n’euz fors a beleac’h int, n’euz fors da beleac’h o deuz c’hoant da vont. Harluet gant kement den fall a zo er vro, n’hor beuz da rei digemer ha bara d’eomp nemed an dud vad, an dud a gar Doue hag ar Roue, tud hag an disterra diskuill pe flatrerez a zo avoualac’h evit lakaat ar republikaned da varn d’ar maro. An dud vad ha karantezuz-se a en em laka ive ’ta e riskl euz ho buez en eur astenn d’eomp ho dourn. Daoust ha ni, e koustianz, dirag Doue, ha ne ket red d’eomp difenn an dud vad-se a enep pep drouk, a enep pep den, nag e rankfemp evit-se en em lakaat var var da goll hon-unan hor buez ? Lavarit dign.

— Eo, mestr, mad a livirit ; ha pep hini ac’hanomp ne c’houlenn ket a vell eget c’hoari eun taol ouc’h an dud fall, evit difenn ar re a zo a du ganeomp. Roit d’eomp ho hano, livirit eur ger, ha ni a zo var eeun enn hent ; hag abarz varc’hoaz vintin ma n’emaint ket re hir ac’halenn, o devezo rentet da Zoue kount euz ho goall oberou.

  1. Ar Feiz hag ar Vro !