Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
emgann kergidu

— N’eomp ket re vuan, ha ne varnomp ket re a dud enn eun taol. Pa hor bezo skoet unan, marteze ar re-all a gemero aoun hag hor lezo e peoc’h. Mez, evit ober se, eo red d’eomp skei var ar goasa, var an hini a ra muia droug da dud vad ar vro, n’euz fors piou eo na pegen huel e ve he gark.

— Piou a gaf d’ehoc’h eo an hini en deuz great ar muia droug d’ar gristenien vad en tu-man euz ar vro ?

— Piou, eme an oll a-unan ? Piou ? Ne ket diez gouzout : Loull ar Bouc’h ’ta, persoun intru Plouaret. Hennez ne ehan na noz na deiz da harlui ac’hanomp, ni ha kement a zo a du ganeomp. Ped n’en deuz ket dija kaset d’ar prizoun ha d’ar maro ? Kounaret eo varlerc’h an dud a gar c’hoaz ho Doue, evel pa ve tan an ifern o virvi enn he galoun.

— Me gaf dign e komzit mad ; hag, en eur gomz d’ehoc’h evel m’her grean, va mennoz a ioa ive var Loull ar Bouc’h. Ne gaf ket dign e ve goasoc’h er vro.

— Nann, nann ; n’euz ket dre ar vro krisoc’h eget Loull ar Bouc’h, persoun intru Plouaret. D’ar maro, Loull ar Bouc’h, ma c’hello tud ar vro kousket dinec’h enn ho guele !

— Neuze ’ta, dirag Doue, ho tourn var ho koustianz, e kaf d’ehoc’h eo red d’eomp lakaat Loull ar Bouc’h d’ar maro ?

— Ia, ia, tremen mall eo ; ha pell a zo emaomp o c’houlen an eil digant egile perag ne deue ket d’eomp, a berz hor mestr, an urz da gas eur vouled ploumm pe ziou da bounneraat penn Loull ar Bouc’h.

— Neuze ’ta e kaf d’ehoc’h eo dibec’h d’eomp lakaat Loull ar Bouc’h d’ar maro ?

— Ia, ia, rak ma n’her lakeomp ket d’ar maro, hen hor lakaio-ni, ni hag hon tud, rak n’euz ket da gounta var vellaat ennhan ; alies avoualac’h eo bet kentelliet, ha guelloc’h eo beza kiger eget beza leue.

— Mad, neuze Loull ar Bouc’h a zo barnet d’ar maro. Me gred eo avoualac’h seiz ac’hanomp evit ober an taol-ze, rak n’euz ket breman a zoudardet e Plouaret, na den er vro hag a virfe ouzomp da ober hon taol, rak re aounik eo ar re a zo a du gand ar persoun intru. Mont a reomp da denna d’ar zort, hag ar seiz numero izella a vezo barnet, a berz an oll, da vont varc’hoaz da noz da gas Loull ar Bouc’h d’ar bed-all da lavaret d’an Aoutrou Doue an drouk en deuz great var an douar.

Tennet e oue, hag, enn noz varlerc’h, ar seiz a ioa digoue-