zet gantho a en em gave e bourg Plouaret etre unnek heur hag hanter-noz.
Evit kaout easoc’h ha didrousoc’h digor e ti Loull ar Bouc’h, ec’h ejont da glask he zakrist evit mont gantho da skei var an nor ha da c’hervel ar persoun. Ne ket o diviche aoun, mez n’o doa ket a c’hoant da spounta, dre an trouz, tud Plouaret a veze aliez avoualac’h dihunet, e kreiz ho c’housk, gand iouc’herez kanfarted ar persoun intru pa deuent euz ho zroiou-noz, paket gantho eur belek pe eun den mad-all bennag.
Anaout mad a reant ar vro ha gouzout a reant e peleac’h edo ar zakrist o chomm. Skei a rejont var an nor ha ker buan ar zakrist, en eur denna he benn er meaz euz he vele, a c’houlennaz :
— Piou a zo aze o c’houlen digor ?
— Tud hag o deuz izoum braz da gomz eur gerik ouzoc’h, ha dioc’h-tu zoken, rak n’hellont ket dale.
— Me a zao raktal, eme ar zakrist, gedet eur pennadig bian.
Kerkent e oue klevet stalaf ar guele o tigeri en eur strakal hag ar zakrist oc’h ober eul lamm ploumm var ar bank.
Epad m’edo o votouna he vragez buanna ma c’helle, e krie :
— Kemerit hoc’h amzer eur pennadig bian, me a ia da zigeri an nor d’ehoc’h dioc’h-tu.
Sonjal a rea d’ezhan, an den digaloun, oa deuet tud, ken digaloun hag hen, d’her c’hlask evit mont gantho da ziskleria da Loull ar Bouc’h e peleac’h oa eur beleg bennak kuzet, hag er c’his-se da gaout he lod er pez a viche gellet da gemeret ha da laerez.
P’en d’oue digoret an nor, ar zakrist a jommaz sebezet o klevet trouz ar fuziIlou hag ar c’hlezeier a oje hag a stoke ouc’h divesker ar zoudardet. Ne oue ket lezet pell e beac’h ; mestr ar chouanted, a vouez rok, a lavaraz d’ezhan :
— Sakrist, hast buan, alumm goulou, ma kaozeimp eun tammik.
Ar zakrist a jomme evel sounnet ; he vugale, dre guerzidi dor ho gueleou, a zelle gant spount ouc’h ar chouanted a lugerne ho armou gand an tamm sklerijenn a deue dre ar prenestr.
— Ac’hanta, maro oud, eme ar chouant, en eur gregi gand he zourn kleiz enn he chouk, hag en eur denna he gleze gand he zourn deou.