her gervel ; Loull a anavez mouez he zakrist hag a zigoro d’ezhan an nor. Ne c’houlennomp nemed an dra-ze outhan ; ni a raio hon dever goude-ze. Na d-it ket da gredi evelato hor befe-ni aoun ; nann, mez n’hon euz ket a c’hoant da spounta tud Plouaret en eur rei he gount d’ar persoun intru.
— Oh! me c’houie ervad, eme ar c’hrek, oac’h kristenien vad ha n’ho piche ket great eun intanvez ac’hanon, gand pevar minor var va divreac’h. Bennoz Doue d’ehoc’h, ha skoit stard var Loull ar Bouc’h evit na zaotro ken na Plouaret na leac’h-all ebed.
Hag en eur zistrei ouc’h he goaz a jomme evel sebezet e kreiz an ti :
— Ac’hanta, aze e chommi breman ? Guelet a rez peger mad ha peger karantezuz eo an dud-man enn da genver. Alo, bale alese gantho ha diouall ne rafes ket mad da gevridi.
— Ia, poent eo d’eomp mont, eme ar chouanted, rak an noz a ia araok, ha c’hoant hon euz e ve great an taol abarz ma teui an deiz.
Ar zakrist a iea euz he di, goular an tamm anezhan : ne d-ea ket a galoun vad varzu ti Loull ar Bouc’h. P’edo o vont er meaz euz a borz he gear, e lavaraz d’ar chouanted :
— Deomp dre aman, mar kirit, ha ne vizimp guelet gand den. Me, evit mont da di ar persoun nevez, am euz great eur venojenn dre an daou bark a zo aman, rak lavaret a rea dign n’oa ket ar boan diskouez da zen e veze ken aliez kuzul etre me hag hen.
Perak e komze ar zakrist er c’his-ze, ne oufen ket evit her lavaret. Me gaf dign e komze evelse abalamour ma ne c’houie ket kals petra a rea. Da viana, ober a reaz vad d’ar chouanted, rag berroc’h oa dre eno eget dre an hent, hag en eur vont dre eno ne zihunent den ebed pa’z e guir ne d’eant abiou ti ebed, hag, en eur ziskenn divar gleuz an eil park, n’o doa da dreuzi nemed an hent braz evit beza var eeun dirak ti Loull ar Bouc’h.
Araok diskenn enn hent braz, mestr ar chouanted a lakeaz he zourn var skoaz ar zakrist hag a lavaraz d’ezhan :
— Breman n’ec’h euz nemed eun dra da ober, skei var an nor ha lavaret da Loull ar Bouc’h rei digor d’eomp.
— Ia, mez Loull ar Bouc’h ne zigoro ket he zor evit kaojou. Red e vezo dign lavaret hoc’h deuet da zigas d’ezhan eur belek tizet ganeoc’h enn eun ti bennag el leac’h m’hen dalc’het e kuz ; neuze marteze e tigoro, ha c’hoaz ne