Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/73

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
emgann kergidu

ouzounn dare, rak aounik eo an tamm anezhan, ha morailled mad e vez an doriou var he gein epad an noz.

— N’euz forz ; ne fell ket d’eomp a lavarfez geier, rak ar gaou a zisplij da Zoue ; ha geier braz e ve lavaret d’ezhan emaomp-ni oc’h harlui beleien, ni hag a zo ouc’h ho difenn.

— Mad, lavaret d’ezhan hoc’h deuet d’her c’hlask da vont da velet tud klan, ne dal ket ar boan da viana ken nebeut, rag guelloc’h e kaf lezer dek den klan da vervel enn ho fec’hed eget sevel, eur veach ebken, enn noz, euz he vele, da gas d’ezho ho zakramanchou.

— Alo ! alo ! ar berra eo ober evelhen : te a skoio var an nor, evel ma’z out boaz d’hen ober, hag a lavaro d’ezhan ez euz ganez tud hag o deuz c’hoant da lavaret eur ger outhan.

— Ne gredan ket e tigorfe, evit klevet kement-se, guell e kavan her lavaret d’ehoc’h araog, gand aoun ne deufac’h goude-ze da gaout abek ennoun, ma ne zigor ket.

— Ma ne zigor ket ni a zivarc’ho an nor, hag a lammo enn eun taol enn ti. Diskennomp enn hent ha deomp var eeun da gaout an nor.

En em gavet e tal an nor, ar zakrist a skoaz varnhi tri daol seac’h gant kil he zourn ; ar chouanted a jomme eb tenna ho alan da zelaou ; netra ne finve enn ti.

Ar zakrist a skoaz tri daol-all er memez tra, nemed oant startoc’h ; hag atao Loull ar Bouc’h a jomme sioul enn he vele.

— E fesoun, eme eur chouant goustadik, eo kousket c’houek.

— Na rit van ebed c’hoaz, eme ar zakrist, ken n’am bezo skoet an navet taol. Ni a zo en em glevet er c’his-se gand aoun rag an dud trubard. Ken n’am bezo skoet an navet taol ha lavaret eur gomz, Loull ar Bouc’h ne lakaio ket he fri er prenestr.

— Ma laka he fri er prenestr, eme unan euz ar chouanted, va zenn fuzil-me her lakaio d’hen tenna ganthan, var he giz, buanoc’h eget n’en devezo c’hoant, ha ne gredan ket en defe a c’houdevez izoum da denna ar mec’hi anezhan ken.

Ar chouanted a vousc’hoarzaz goustadig o klevet ho c’hamarad oc’h ober brabanserez.

Ar zakrist a skoaz he dri daol diveza, hag, eur pennadig goude, o sevel he benn varzu ar gampr kreiz, e kriaz :

— Aoutrou persoun, den a zoujanz Doue hag a urz vad, digorit dor ho ti d’ho sakrist en deuz izoum da gomz ouzoc’h !