Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
emgann kergidu

guer var ar prenestr a ioa torret, ar barrennou koat ennhan a ioa frigaset ; peb a c’houeac’h tenn a loskaz enn ti ar chouanted o klask tizout Loull ar Bouc’h enn he gampr, pa n’oant ket evit hen digas er meaz.

Hag ar merk euz an tennou-ze a zo c’hoaz e treust ar gampr kreiz, ma ne ket bet, n’euz ket pell, nevezet an ti m’edo ar persoun intru o chomm ennhan.

Neuze ar mestr a lavaraz d’he dud :

— Avoualac’h hon euz tennet evelse ; divarc’homp breman an nor, ha deomp enn ti da velet ha ni a gavo ar persoun intru, beo pe varo.

Ne oue ket pell an nor evit beza divarc’het. Ar seiz chouant a lammaz enn ti, baionnettez ho fuzil araok evit toulgofa an hini en diche eseat enebi. An avel, en eur zont enn ti dre an nor digoret gand ar chouanted, a zerraz ar prenestr ma oa eat Loull ar Bouc’h dreizhan er porz. An trouz a reat a viraz da glevet an daou stalaf o vont a daol, ho daou, an eil da gaout egile, hag er c’his-se, pa oue alumet goulou, e voue kavet serret an nor hag ar prenestrou a du ar porz a-ziadre, ha dre-ze e tlie Loull ar Bouc’h beza enn he di mar doa bet, enn nos-se, o loja enn he gear.

— Breman, goazed, eme ar mestr, daou ac’hanoc’h a jommo aman d’an traon ; n’euz fors petra ziskenno, loan pe zen, rak tud an ti-man a c’hell en em viska e meur a c’hiz, loan pe zen, daou denn d’ezhan raktal ma ne jomm ket a za, ker buan ha m’ho pezo lavaret d’ezhan ; ha diouallit ne zentfac’h ket ouc’h va urz. Ni hor pemp hag ar zakrist a ia da ober ar furch dre an ti.

Furcha a rejont, evit guir, an eil kampr hag eben, ar c’halatrez kerkouls hag ar c’hao, an armeliou kerkouls hag ar gueleou, mez ne gafchont den. Ar zakrist he-unan a jomme sebezet, rak Loull ar Bouc’h ne garie ket galoupat en noz, na mont da loja d’al leac’h-all. Kaer a oue ive ’ta klask, ne oue kavet persoun intru ebed, ha red e oue chomm ebd’han pa n’her c’havet ket.

Lavaret d’ehoc’h peger glac’haret oue ar chouanted da veza eat abiou d’ho zaol, ne ket eaz. Kounnari a reant... Hag ouc’hpenn-se, petra lavaro Andre ar Ponthou o klevet o devezo great eun dro venn, p’edo an oll var c’hed euz a varo Loull ar Bouc’h ? En em jala a reant an eil hag egile en eur skrabat ho fenn ; ne c’houient petra da oder pa lavaraz unan anezho, evit dizamma, me gred, kaloun he gamaraded :