— Hon dever hon euz great ; klasket hon euz Loull ar Bouc’h, deuet omp d’he di, ennhan emaomp : piou ive ’ta goude-ze a glemmo ac’hanomp ? Piou a lavaro hon euz bet aoun rak republikaned ? Me gaf dign, el leac’h chomm aman evel seiz peul koat da zellet an eil ouc’h egile, e rafemp guell, araok mont kuit, ober peb a goan vad divar goust ar persoun intru. En eur furcha an ti, me am euz kavet kik ha bara, hag er c’hao em euz gouelet guin muioc’h eget na c’hellimp da eva ha da gas ganeomp da goat Tonkedek da ranna gant hor c’hamaraded.
— Ia, ia, eme ar zakrist, guell eo d’ehoc’h ober se ; me a zervicho ac’hanoc’h hag a roio d’ehoc’h ar pez a zo a vella enn ti, rag me a oar e peleac’h e lakea an Aoutrou persoun he vin mad.
Ha lagad ar zakrist a verve enn he benn, rag gouzout a rea en diviche he lod da eva euz ar guin.
— Mad, kouls eo d’eomp ’ta neuze dibri peb a damm hag eva peb a vanne, eme ar mestr. Alo ! tan, ha tan braz enn oaled ma vezo poazet ar c’hik. Te, sakrist, kea d’ar c’hao, ha, pa c’houzout an doare, digaz d’eomp ar pez a zo a vella.
Kerkent pep hini a ia da ober ar pez a zo gourc’hemennet d’ezhan ; unan a ioa o pura ar podou, eun all o sec’ha ar plajou, eun all o rinsa an aoled ; eun all a ieaz da gerc’hat koat d’ar bern keuneud a ioa en tu-all d’ar porz a-ziadre, e kichenn ar c’hraou moc’h ; ar zakrist, skan he c’har, a iea d’ar c’hao, hag a deue ganthan, peb tro, eur vriad boutaillajou guin koz. Koan ne zaleaz ket da veza dare. Debret e oue didrouz avoualac’h, rak ar chouanted n’oa ket eaz ho fenn da veza eat abiou d’ho den. Ar zakrist ebken, eur veach enn amzer, goude beza evet eur banne, a gounte eur farz bennag divar-benn he bersoun, mez ar re-all a jomme mud. Araok an deiz e tistrojont da goat Tonkedek da gounta an dro fall o doa great. Chomm a rea c’hoaz boutaillajou guin da eva ; ar zakrist a zelle outho a gorn ; keuz en doa o vont kuit dioutho, mez evelato ne gredaz ket chomm enn ti varlerc’h ar chouanted, hag e tistroaz d’ar gear p’edo ar re-man o vont kuit.