ouc’h he dreid hag ouc’h he gorf. Galoupat a ra evel pa ve an tan var he lerc’h ; mont a ra dreist ar c’hleuziou, a dreuz ar c’haeiou, dre greiz an drez hag ar spern, dre al lann hag an drein ; ne zell ket ker pis-se ouc’h he hent...
Leun c’hoad, roget he roched, dialanet, he deod er meaz euz he c’hinou, eur pistik e korn he gof, ec’h en em gaf var bount Rozanklan, a zo etre parrez Plouaret hag ar C’hoz-Marc’had ; eman o vont da goueza var an hent gand ar berr-alan...
Evelato stag eo he galoun ouc’h ar vuez, n’en deuz ket a c’hoant da vervel c’hoaz ; sellet a ra enn dro d’ezhan da glask eun tamm kuz enn tu-bennag evit tec’het araok ar chouanted. Koueza a ra he zaoulagad var an dour a red azindan pount Rozanklan ; kavet eo he doull kuz gand Loull ar Bouc’h. Raktal e tiskenn divar an hent hag ec’h en em ruz azindan ar pount, buanna ma c’hell, he dreid enn dour, hag he benn daou-bleget azindan ar volz n’oa ket huel avoualac’h diouc’h he vent.
M’hen tou d’ehoc’h, n’oa ket brao doare Loull !
Dioc’h ar mintin, en dervez-se zoken, edo oc’h eva enn he di, gand he ganfarted, guin laeret divar goust he nesa, oc’h en em veuli, oc’h en em bompadi n’en doa ket Loull ar Bouc’h he bar var ar beg douar-man, rag ar guin a lakea ar goad da zevel d’he benn, hag he galoun da c’houeza gant an ourgouill, evel ma c’houez ar podad leaz lakeat da virvi var an tan. Ha breman n’en deuz da eva nemed an ezenn fresk, ha sklaset zoken, a zao divar an dour ! Ha breman e rank kemeret an teac’h araok an oll ! Pebes kemm etre Loull ar Bouc’h o kas, gand he archerien, beleien goz ha tud vad d’ar prizoun, ha Loull ar Bouc’h diarc’henn, diskabell, enn he roched, leun-c’hoad, azindan pount Rozanklan !
Ped heur oa pa oa eat azindan he bount, ne oufen ket her lavaret, n’her c’houie ket he-unan. Da viana tenval oa, n’oa den var an hent ; ne glevet netra nemet chas Plouaret, chas ar C’hoz-Marc’had hag ar chas-all a dro-var-dro oc’h harzal, an eil ouc’h egile. Lakeat oant bet var zao gand an tennou a ioa bet e Plouaret, ha breman o doa an ear da lavaret, dre ho harzadennou, edo pep hini dihun ha var droad, o tiouall madou he vestr.
A-benn eur pennad e klefchot ar c’hilleien o kana, hag oc’h en em respount euz an eil klud d’egile ; gervel a reant an deiz, hag abarz nemeur e velchot an oabl o tarza varzu