Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/82

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
emgann kergidu

ket evit dont enn dro, var he c’hiz, da Blouaret, rak ar chouanted marteze n’int ket eat kuit ; ne ket evit mont araok varzu ar C’hoz-Marc’had, rak Per ar C’houil, gant he benn-baz, a sparl an hent d’ezhan. Petra a raio ’ta ar paour keaz persoun intru ? Ne jomm ket pell da zonjal ; ha neuze, evit guir, n’en deuz ket re a amzer ken nebeut da zonjal, rak penn-baz ar C’houil a zo adarre enn ear. Ep klask nag hent na guenojenn, e lammaz divar an hent braz er foennok a ioa e kichenn, hag euz ar foennok-se enn eur foennok-all, dreist ar c’hleuziou, dre greiz an drez hag ar spern, ker kouls ha ken dizamant ouc’h he groc’henn evel ma oa bet, pa edo o tec’het, araok ar chouanted, euz he graou moc’h. Sevel a reaz da gaout chapel Sant-Maudez, mez ne deaz ket ennhi ; ar zent hag hen n’oant ket hostisien. Ne oufen ket lavaret d’ehoc’h pe e sellaz outhi pe ne reaz ket, re denval oa c’hoaz da velet ; ar pez a zo guir avad eo e kendalc’haz da c’haloupat adreuz ar parkeier en eur freuza he roched hag en eur regi he groc’henn ken ma en em gavaz e pors Kerbridou, ken dialanet adarre evel ma oa, er penn kenta euz an noz, pa en em gavaz var bount Rozanklan. Eno e chommaz eun tamm da zellet enn dro d’ezhan ; c’hoant kaout eun tamm toull kuz en deuz adarre, rag adarre ne ket evit mont ken. Enn dro-man n’oa ket diez d’ezhan ; edo harp ouc’h eur skalier goat, great gant tud Kerbridou, evit kas ha kerc’hat ar foenn a lakeant, evit ho chatal, er c’halatrez a ioa azioc’h ar c’hraou-zaoud hag ar marchosi. Loull ar Bouc’h a bignaz dre an delezou ker skaon he c’har, evel pa n’en diviche bet nemed triouec’h vloaz. Kerkent ha ma oue savet er c’halatrez, ec’h en em fourraz dounna ma c’hellaz etouez ar foenn.

Ar mevel braz a ioa savet d’an ampoent m’edo ar persoun intru oc’h ober he c’haloupadenn. Sevel a ranke e poent evit boeta he gezek da vont d’ar park ken abred hag ar re-all. P’edo Loull oc’h en em gaout e penn ar c’hraou, edo erru er meaz euz an ti gand eur baillad guelien tomm d’he gezek. O velet o tont varzu ennhan, ha ker buan, eun den enn he roched, diarc’henn ha diskabell, e chommaz mantred a za e kreiz ar porz, he vaillad guelien var he benn-glin. Daoust petra eo an dra-hont, emezhan, outhan he-unan ?

Pa velaz an den guenn savet er c’halatrez, sebezet oll, eun tamm aoun marteze kroget ennhan, e loskaz var an douar, e kreiz ar porz, he vaillad guelien, hag e teuaz d’an ti da c’hervel an dud-all a ioa c’hoaz enn ho guele.