Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/83

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
emgann kergidu

— Deuit euz ho kuele, emezhan d’an oll ; aman euz savet d’ar c’halatrez hag eat da guzet etouez ar foenn, eun teuz, eur spountail, pe eun diaoul bennag.

— Petra leverez, eme an ozac’h, o tigeri dor he vele ?

— Petra a lavaran ? Lavaret a ran d’ehoc’h eo eat an diaoul da guzet etouez ar foenn, er c’halatrez azioc’h kraou ar c’hezek.

— Paour keaz Pipi, kollet eo da benn ganez, e fesoun. An diaoul ?

— Ia, ia, her lavaret a ran d’ehoc’h.

— Alo ! alo ! ro peoc’h, ha lez ac’hanomp c’hoaz eur pennadig enn hor guele, rak ne ket re sklear c’hoaz an deiz.

— Sklear avoualac’h eo evit guelet mad an traou, hag an hini am euz-me guelet a lugerne he zaoulagad, a ioa fuliet he vleo, leun c’hoad ha leun bri he gorf, m’hen tou d’ehoc’h.

— Kouls eo d’eomp sevel, eme ar c’hreg, e doa dija aoun enn he guele ; galvomp an dud all euz an ti, ha deomp varlerc’h Pipi d’al leac’h ma lavar.

Pipi, strafillet, a iea hag a deue dre an ti, euz an eil penn d’egile, en eur c’hervel an oll ; ar paotr-saout zoken a rankaz dont er meaz euz he vele.

Epad an amzer-ze, an deiz a ioa deuet da veza sklear, ha n’oa red tamm goulou ebed evit mont er c’halatrez.

Mez piou a safche da genta er c’halatrez-se, el leac’h m’edo an diaoul, pe da viana eun teuz pe eur spountail bennag ? Eno edo ar c’hoari. Ma viche bet dirag eur bleiz pe eur c’hi klan, den n’en diviche bet aoun ; mez mont var eun teuz, var eur spountail !...

Beza e oa c’hoaz, e Kerbridou, eur mevel-all, bet martolod enn he iaouankis. Hennez, var ar mor braz, a ioa bet, meur a veach, e riskl euz he vuez, ha n’en doa ket a aoun rag he skeud.

— Na it ket d’en em jala, emezhan, gortozit eur pennadig. Me a ia da gerc’hat eur vouc’hal d’ar c’hranch, ha da zistaga ar c’hi Turk ; gand ar c’hi ha va bouc’hal me a ielo er penn araog er c’halatrez.

Abarz nemeur goude e velchot o tont ar martolod koz, he vouc’hal var he skoaz ; gand he zourn deou oa krog enn he zroad, ha gand he zourn kleiz e talc’he, dre rulien he golier, he gi Turk a harze, a iude hag a lamme dre ma sante, e fesoun, eun dra bennag er c’halatrez.

— Kemerit peb a forc’h, pe peb a grok, pe peb a bennad