Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/85

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
emgann kergidu

— Lavarit araog piou hoc’h, eme ar martolod, en doa araok neuze gouelet meur a dro.

— Aï !... aï !... aï !... Me eo Loull ar Bouc’h.

— Loull ar Bouc’h, persoun intru Plouaret ?

— Ia, ia, me eo. Tennit ho ki divarnoun.

— Deuz aman, Turk, deuz d’am c’haout, great ec’h euz adarre da zever.

Mes ar c’hi ne rea van, ha Loull ar Bouc’h a iouc’he a bouez he benn : Aï !... aï !... aï !...

Neuze ar martolod koz a lammaz he-unan etouez ar foenn, hag a daolaz he zourn var golier he gi. Mes n’oa ket evit her lakaat da ziskregi... Difretta a rea morzed Loull, evel m’hoc’h euz guelet chas iaouank o tifretta, var al leur, ar pez dillad o deuz gellet da gaout. A forz da boania evelato e c’hellaz hen tenna divar gorre ar paour keaz persoun. Dont a reaz d’hen digas da Bipi ha da lavaret d’ar re-all piou en doa kavet e mesk ar foenn.

— Dalc’h mad d’an Turk, Pipi, emezhan ; me a ia gand va bouc’hal da c’houzout ha Loull ar Bouc’h, e guirionez, eo an hini a zo du-hont etouez ar foenn, rag n’euz ket da fiziout nag enn dispac’herien nag er veleien intru. Mar tec’h kuit, ma na c’hellan-me ket, araok, faouta he benn outhan gand va bouc’hal, laosk an Turk var he lerc’h.

Ar martolod koz a deuaz var he c’hiz er c’halatrez.

— Alo ! Loull ar Bouc’h, mar deo c’houi a zo aze, savit buan euz a douez ar foenn ha deuit aman, e kreiz, d’am c’haout, el leac’h ma c’hellign ho kuelet, ha deuit prim ha dijipot.

— Ia, mez n’euz ganen na bragez na tamm dillad-all ebed nemed va roched !

— N’euz forz, deuit atao. Me a zo evel sant Thomas, ne gredaz ken na velaz. C’houi a zo paotred tano, etrezoc’h dispac’herien, ha n’euz ket da fiziout ennhoc’h.

— Eo, va c’hredi a c’hellit.

— Kredi tud hag o deuz nac’het ho Doue ha dilezet relijion ho zudou koz ? Alo ’ta ! N’ounn ket ken diskiant. Buan euz a douez ar foenn, pe va bouc’hal a ia da ober tammou skolpad ac’hanoc’h.

Loull ar Bouc’h ne gredaz ket enebi ken ; sevel a reaz a douez ar foenn, ha dont a reaz, er stad ma ouzoc’h, e kreiz ar c’halatrez, el leac’h ma oa eaz hen anaout.

Ar martolod koz, er porziou mor m’oa bet ennho, ken e