Franz, ken er broiou-all, en doa guelet meur a dra iskiz, traou briket ha traou marellet, mez n’en doa biskoaz guelet evelato eun dra ker farsuz evel eur persoun, en he roched, kuzet etouez ar foenn !!! Evit guir, hennez a ioa eur persoun intru, eur belek hag en doa nac’het he relijion.
Tud Kerbridou a ioa tud a relijion, douget da ober vad d’ho nesa, zoken d’ar re a rea droug d’ar re-all. Kerc’het e oue dillad an ozac’h da Loull, roet e oue d’ezhan da zibri, ha Pipi a deuaz d’hen digas betek an tiez kenta a vourg Plouaret. Ar martolod koz avad ne viche ket eat d’en ambrouk evit n’euz forz petra.
— Pa’z eo guir, emezhan, eo bet hardiz avoualac’h evit dont aman, he-unan, enn noaz, epad an noz, e c’hell ive mechanz mont he-unan d’ar gear breman pa’z eo deiz ha pa euz dillad enn dro d’ezhan.
Loull ar Bouc’h, evel a velit, en doa bet eur goall nosvez ; ha kaout a ra d’ehoc’h kement-all a boan hag a vez en doa her lakeat da zont ennhan he-uuan ha da zistrei var an hent mad ? Nann. Kaloun an nep a nac’h he Zoue a vez kalet. Loull ar Bouc’h, distro d’he gear, a en em lakeaz da harlui ar veleien goz hag an dud vad gand mui a gounnar c’hoaz eget araok, mar gelle he gounnar kreski.
Eun dervez e oue klevet o komz outhan he-unan evelhen :
— Kit atao, chouanted milliget, emezhan, o sellet ouc’h an toullou great gand ar boulejou a ouzoc’h e treust he gampr ; kit atao, me hen talvezo d’ehoc’h ha d’ho tud ! Oh ! Pa zonjan e pe zoare stad ounn bet lakeat gantho ! Ha breman betek ar vugale a vousc’hoarz o velet ac’hanon o vont abiou. An ear o deuz da lavaret dign : Ha n’oc’h euz ket a zonj, Loull ar Bouc’h, euz an nosvez ma oaz bet o redet enn da rochet ? Evit guir, tud ar re-ze a zo chommet stag ouc’h huvreou ar veleien goz a zo kaset enn ho hent ; mez an dra-ze ne ra nemed glaza muioc’h-mui va c’haloun. Red eo dign karza ar vro euz an orinn dud-se. Evit guir, abaoue an nosvez a laka ac’hanon da ruzia, em euz kaset pevar d’ar prizoun ; mez ne ket pevar oa dign beza kaset, na pevar-ugent zoken, mez pevar-c’hant pe ouc’hpenn, evit tenna, enn eun taol, an oll louzeier fall euz va farrez Plouaret.
Ha Loull ar Bouc’h a zavaz divar he gador hag a en em lakeaz da vale dre he gampr en eur ober ormidou dre ma’z ea.