— Alo ! emezhan, en eur azeza, adarre, kemeromp hor pluen ; skrivomp hanoiou ar re a dlean da gas kuit euz a Blouaret evit mont pe d’ar prizoun, pe d’ar maro.
Hag hen, en em lakaat da skriva eun aridennad hanoiou.
— Hag ar chouanted, emezhan, o sevel he benn hag en eur lakaat he bluen var an daol, ho ankounac’heat am euz ? Oh ! nann, emezhan, o respount d’ezhan he-unan, hag en eur ober eur c’hoarzadenn iudaz, me ankounac’haat ar chouanted a zo bet ker kriz em c’henver ? Nann, nann. Lakaat a rign digas dign da Blouaret soudardet euz a Vengamp hag euz a Lannion, a Zant-Briek zoken, ma vez red ; ha neuze gantho, eun nosvez, pa c’houezimp e peleac’h e vezo ar chouanted, ni a ielo di, a gelc’ho an ti, hag e beo pe e maro e kouezint oll etre hon daouarn. Unan, unan epken a rankan da gaout e beo, Andre ar Ponthou, an hini a zo bet didalvez avoualac’h evit va barn d’ar maro. Da hennez e rankan kaout eur maro ha ne deuz ket bet he far c’hoaz var an douar. Setu aman petra rign d’ezhan : en dervez-all, va zakrist ha me, en eur zont euz a Lanvellec, a ieaz en eur park da ober peb a damm kousket, evit uza ar banneou hor boa evet. Me en em gavaz da c’hourvez e kichenn eun turunell, pe eur galzadenn merienn. Ne ouen ket pell evit beza dihunet gantho ; ha sonj mad am beuz euz ho flemmou hag euz an debron am boa dre va c’horf ; poazet oa va c’hroc’henn gantho. Mad, me, p’am bezo Andre ar Ponthou etre va daouarn, her lakaio enn noaz ; her staga a rign stard ouc’h eur peul a vezo ken huel hag hen, evit miret na c’hello finval eun tamm, na gand he dreid na gand he zaouarn ; eur pennad keuneud a zankign enn he c’hinou evit hen derc’hel digor, hag enn dro d’he dreid e lakign kement merienenn a vezo kavet er vro. Ar merienn a zavo outhan a-hed he zivesker, a-hed he gorf beteg he benn, en eur flemma dre ma’z aint. Mont a raint etouez he vleo, enn he ziouskouarn, enn he zaoulagad, enn he fronellou, enn he c’hinou ha beteg enn he gorf dre he c’houzoug. Her flemma a raint, hen dibri a raint a damm-a-damm... Var bouez... goustadik... — Mad e tle beza kik chouant d’ar verienenn. Me a jommo da zellet, ha va c’haloun a drido em c’hreiz. Pebez dervez e vezo hennez evidot, Loull ar Bouc’h !... Neuze e c’helli lavaret e pezo paet ar chouanted euz ar vez hag euz an droug o deuz great did.
Goude beza guelet ar binim a ioa e kaloun Loull ar Bouc’h, ne vioc’h ket souezet o klevet e oue krisoc’h eget biskoaz.