Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/89

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
emgann kergidu

en eur ficha he lost evel pa ne viche great chachaden ebet var he skouarn.

Pa en em gavaz Hervoanik dirag an nor, e chommaz krenn en he za, ha ne lavare ger.

— Piou a zo aze, Hervoanik, eme he vamm ?

— Ne ouzounn dare, va mamm, emezhan.

— Eun den eo da viana ?

— Ne ouzounn ket.

— Petra ? Ne ouzot ket hag eun den eo a zo aze e kichenn an nor ?

— Hevel eo ouc’h eun den, evit guir ; mez ne gredan ket e ve eun den e ve evelato.

— Na perak ’ta ?

— Heman, va mamm, a astenn he c’hinou beteg he ziouskouarn, a skrign he zent hag a lugern he zaoulagad evel daou gef-tan ; treud eo evel eur vaz, hag he zillad a zo reuget ha leun bri.

— Goulen diganthan petra a glask.

— Petra a glaskit ? eme Hervoanik, en eur zont var he c’hiz, rak kaout a rea d’ezhan e tostea he c’her anezhan ouc’h an hini a ioa e tal an nor.

— Eun tamm bara, rak naoun am euz.

Mari-Jann her c’hlevaz hag a lavaraz d’he mab :

— Hervoanik, kemer an tamm korn bara a zo aze var an daol, ha ro anezhan d’ar paour a c’houlen.

— Ia, va mamm, mez hennez am c’haso ganthan evelse ?

— Ne raio ket, va mab ; hennez a zo eun den eveldomp-ni ; an dienez epken her laka da veza dishevel dioc’h an dud-all.

— Oh ! va mamm, aoun am euz ; deuit hoc’h-unan da rei d’ezhan he damm bara.

— Guelet a rez n’oun ket evit mont, rak ema aman da c’hoar vian ganen en noaz, hag e rankan lakat he dillad d’ezhi.

— Da viana, va mamm, mar krog ennoun, c’houi a deuio da viret outhan d’am c’has ganthan.

— Ia, ia, bez dinec’h.

Var gement-se, en eur grena evelato, Hervoanik a gasas he gorn bara d’an hini a c’houlenne e tal an nor. Ne dostea ket re, astenn a rea he zourn hirra ma c’helle. Ar paour a ioa e kichenn an nor a astennaz ive prim he zourn ; kregi a reas gant hast enn tamra bara, ha ker buan e troaz kein d’an ti.