Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/92

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
emgann kergidu

N’am euz ket ankounac’heat hor bro ; mez, pa oan, e kaven kouls kounta d’ehoc’h dioc’htu lod euz ar goal-draou a zo c’hoarvezet er vro-ze. Her great em euz, ha breman e teuan da gomz d’ehoc’h euz ar pez a zo c’hoarvezet e Kastel, e Lesneven, hag er parresiou-all dre bevar c’horn ar vro.

Marteze e kaf d’ehoc’h n’em euz great, betek-hen, nemed lavaret gevier en eur ziskleria d’enoc’h an traou diskiant ha kriz a rea ar republikaned enn eskopti Treger, rak lavaret a reot dign : Mar deo brao kounta gevier pa deuer a bell, eo ker brao kounta gevier divar-benn ar pez zo c’hoarvezet a bell zo. Mad, breman ez an da lavaret d’ehoc’h ar pez a zo arruet enn hor bro, gant darn euz ho tud koz, hag e velfot goude-ze ha gaouiad eo Ian Bennors.

Nann, ne oufe den kredi an traou diskiant, difeiz, louz hag hudur a reaz an dispac’herien dre ar vro. Unan (kollet e ranke beza he skiant-vad ganthan) a zavaz eun dervez, enn eun iliz, e kador ar virionez, hag ac’hano e kriaz a-bouez he benn, ar c’homzou spountus-man : « O Doue, ma out e guirionez Doue, frik ac’hanomp gand da dan foultr ! » Ha neuze, o trei ouc’h ar re her selaoue, c’hoarz an diaoul var he vuzellou, mar gell an diaoul c’hoarzin enn ifern : « Her guelet a rit, n’euz Doue ebet, rak ma viche bet unan, en diviche hor friket aman, evel m’her goulennomp diganthan. »

E Kemper, eun den hanvet Dagorn, unan euz ar pennou kenta a gase an traou enn dro enn tu-ze euz ar vro, a gerc’haz kaliriou an iliz kathedral, hag, evit ober goap euz ar relijion hag euz sakramanchou hor mamm zantel an Iliz, e saotraz anezho en eur c’his ken hudur ma ne c’heller ket her lavaret dirak tud hag a zalc’h d’ho brud vad.

E Montroulez e oue c’hoant diskar iliz Itron-Varia-ar-Vur, abalamour ma’z oa an iliz brudeta euz a gear dre ar miraklou a c’hoarveze ennhi. Mez e Montroulez euz bet tud a feiz, tud a galoun hed ar veach. An oll a en em zavaz a enep an dispac’herien, hag iliz Itron-Varia-ar-Vur a jommaz en he za. Atao breman, kaer o deuz lod lavaret traou divar he fenn, atao breman Montroulez a zo eur gear hag a zo ennhi tud a galoun.

Er bloaz 1848, tud deuet euz n’ounn dare pe vro, kaset araok gand tud-all difeiz, o doe c’hoant da ober droug d’an Aoutrou Keramanac’h, persoun Sant-Vaze. Mez an oll a en em zavaz adarre en ho enep, evel en amzer goz, ha, dreist