Thegonnek, Guiklan ha Guimilliau, mont eun nosvez da Santez-Berc’hed da bedi an Aoutrou Doue. Neuze, drouk ennhan, kasoni an diaoul en he galoun, kabiten soudardet Montroulez a c’halvaz he dud hag a lavaraz d’ezho :
— Ha c’houi a gaf abek e diotachou tud ar vro-man a zalc’h d’ho fals kredennou koz ?
— Da be seurt kredennou, mestr ?
— Dre aman eo c’hoaz sot avoualac’h an dud evit kredi euz eun Doue hag a gas traou ar bed-man enn dro hervez he faltazi.
— Eun Doue ! Daoust ha piou en deuz he velet ?
— Petra fell d’ehoc’h ? Lavaret a reont eman enn tu-bennag.
— Neuze eo mall d’ezhan klask tud da zont d’he zikour ha da zifenn he draou, rak ni a gas he vignouned d’ar prizoun ha d’ar maro, hag a ziskar he diez, a hantvont ilizou, pe a laka anezho da ober mechosiou.
— Guir a livirit, mez lakaat tud dall da velet sklear a zo diez.
— N’euz nemed lakaat daou gef-tan d’ezho el leac’h ho daoulagad.
— A gaf d’ehoc’h ?
— Da viana ne deuint ket da lavaret n’hor bezo ket roet d’ezho peb a lunedou mad.
— Mad, e leac’h daou gef-tan, egiz lunedou, diou vouled fuzil eo am euz c’hoant da lakaat e penn pep hini.
— Guelloc’h an dra-ze, kabiten, pounneroc’h e vezo ho fenn gand eun tamm ploumm.
— Mad, setu aman petra am boa c’hoant da lavaret d’ehoc’h : da Zantez-Berc’hed, etre parrez Sant-Thegonnec hag hini Guimilliau, e tle dont kals Koueriaded euz ar parreziou a zivardro ; gouzout a ran pe zeiz ha dre be hent a tleont dont ; c’hoant o deuz da ober, evel a ziagent, ar Rogasionou ; gouzout a ran zoken da bed heur e tleont en em gaout e Santez-Berc’hed. Ha c’hoant hoc’h euz e teskfemp d’ar goueriaded sot-se penaoz ober ar Rogasionou ?
— Ne c’houlennomp ket a vell, ha mont a raimp ganeoc’h pa gerfot.
— Bezit neuze prest-oll a-benn varc’hoaz da noz, seiz heur-hanter. Daou c’hant den a rankan da gaout : guelloc’h eo beza muioc’h, gand aoun…
— Tri c’hant, mar kirit, kabiten !