Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/97

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
emgann kergidu

em guzulie evit laza, evel loened gouez noazuz, kristenien vad Breiz-Izel ; koueriaded Guimilliau, Sant-Thegonnek hag ar re-all, a deue gand an hent, dinec’h ha dispount, en eur bedi Doue a greiz ho c’haloun.

Tostaat a ra ar c’han ; klevet a rear splamm avoualac’h :

Ar belek : Pater de coelis Deus,

Doue an Tad euz a huelder an envou,

Ar bobl : Miserere nobis !

Bezet truez ouzomp !

Ar belek : Omnes sancti angeli et archangeli,

Elez hag arc’helez santel,

Ar bobl : Orate pro nobis !

Pedit-oll evidomp !

Ar belek : Omnes sancti et sanctae Dei,

Sent ha sentezed an Aoutrou Doue,

Ar bobl : Intercedite pro nobis !

Erbedit-oll Doue evidomp !

Ar belek : Propitius esto !

Bezet, Aoutrou Doue, trugarezuz en hor c’hever !

Ar bobl : Parce nobis, Domine !

Pardounit ac’hanomp, Aoutrou !

Tostaat a ra ar brosesion, rak ouc’hpenn ar c’han e klever breman trouz an dud o vale gand ho boutou prenn hag o tiskenn enn Hent-Doun. Ne zaleont ket da veza dirak ar zoudardet ; eman ar groaz hag ar re genta e kreiz an diou renkad. Ar belek a zao he vouez, hag ar bobl, o tiskana, a laka an Hent-Doun da grozal :

Ar belek : A subitaneâ et improvisà morte,

Dioc’h ar maro prim hag a deu enn eun taol,

Ar bobl : Libera nos, Domine !

Mirit ac’hanomp, Aoutrou !

Ar belek : Ab insidiis diaboli,

Ouc’h spiou an drouk-spered,

Ar bobl: Libera nos, Domine !

Diouallit ac’hanomp, Aoutrou !

Ar goueriaded keiz a iea dinec’h ; ne zellent ket enn dro d’ezho ; ho c’haloun hag ho spered a zave varzu an env gand ho fedenn. Soudardet ar republik a lugerne ho daoulagad e kreiz tevalijenn an noz, evel ma lugern lagad ar bleiz var an danvad a ia da zamma.

Ar belek a zao adarre he vouez hag ar bobl ziskan outhan :