Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IV

gure e Gwikourvest (28 a viz mezeven), ha tost goude (11 a viz meurz 1852) e Bodilis, bro e vamm. Eus a Vodilis e oa kaset da Wikasnou (28 a viz gouere 1853), da Bleyben (6 a viz eost 1859) ha da Hanvek (22 a viz gwengolo 1861). Er barrez diveza-man ne chomas ket pell, amzer hepken da sina eur vadeziant (30 a viz gwengolo) hag eun interramant (4 a viz here 1861), rak an abad Guezennec lakeat da gure en e lec’h, a voe hanvet an 8 a viz here. En eur guitaat Hanvek, an abad Inisan a deuas da chom da Lanzeon, gant e gerent.

E dibenn ar bloaz 1865, e kavomp an abad Inisan en Normandi, evel kelenner e skolaj an Neubourg (departamant an « Eur »), renet gant an abaded Normand. Hanvet e voe da berson e Sant-Denez ar Meneziou, parrez eus eskopti Evreux, ar 1 a viz here 1869, hag eno e chomas beteg ar bloaz 1871, bete ma teuas en Normandi ar Brusianed trec’h d’ar Challaoued. Evel ma gonte divezatoc'h an abad Inisan, « ar Brusianed o deus lamet ouzin va zi, hag e renkis dont en-dro da Lanzeon ». Diaes eo da c’houzout ma kendalc’has an abad Inisan d’ober skol en Neubourg epad ma oa person, rak war an « Ordos » eus eskopti Evreux eman bepred war roll kelennerien an Neubourg er bloaveziou 1868, 1869, 1870, 1871.. Ne gredomp ket koulskoude, rak eur flipad mad a hent a zo etre an Neubourg ha Sant-Denez ar Meneziou.

Setu breman, evit an eil gwech, an abad Inisan deut da veza beleg dibarrez e Gwinevez-Lokrist. En e euriou vak e krogas gant eul labour nevez evitan, rak, evit doare, er mare-ze eo en em roas da skriva en brezoneg hag e lakeas war ar stern Toull al Lakez. Ar gontadenn-man, — eur sonjezon eus e yaouankiz, — a voe da genta moullet, er bloaz 1874, war ar gelaouenn-gelc’h koz Feiz ha Breiz, araok beza moullet divezatoc’h, er bloaz 1878, en eul leorig, ti al leorierien Lefournier eus a Vrest. En eur ober moulla e gontadenn e Feiz ha Breiz, an abad Inisan ne sinas ket