Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
VII

gurunenn arc’hant, ar pez a rea d’in sonjal er roue Gradlon, e gwerz Kear Is :

Hag en-dro d’e dal e vleo gwenn
A rea dispak eur gurunenn.

Goulenn a ris digant an Aotrou Tanguy piou ’oa ar beleg en doa kement va lakeet da hunvreal.

— Ar beleg-ze, Perik, eo an Aotrou Inisan, en deus grêt Emgann Kergidu ha Toull al Lakez, a gavez ken kaer !

— Ya, emeve, e vrezoneg a zo kaeroc’h eget ar galleg, al latin hag ar gregach.

Ne dlien gwelet an Aotrou Inisan nemet daou vloaz goude.

…An Aotrou Tanguy a deuas da vervel…, ha, d’ar vakansou warlerc’h, ar vakansou diveza, siouaz ! tenval va fenn, ha rannet va c'halon, me a heulie va-unan an hent a ya eus Treflez da Winevez-Lokrist.

Digemeret e voen gant an Aotrou Roux gant muioc’h c’hoaz a garantez, hag oc’h taol, en dro-man adarre, em boe an eurvad da welet an Aotrou Inisan.

Daoust hag hen a lennas e goueled va c’halon ? Ya, moarvad, rak, da c’houde lein, p’am boe lavaret kenavezo d’an Aotrou Roux, em heulias war hent Treflez, elec’h m’oan diskennet e ti va eontr e keriadenn Keruz. [1]

An heol a lugerne, bleun ar skao war ar c’hleuziou a skuilhe en ear o c’houez vad ; eun dudi ’oa beva war an douar en devez-ze.

An Aotrou Inisan a c’houlennas krenn :

— Perak, Perik, eo tenval da benn, pa eo ken laouen ’pep tra ? Daoust ha buhez ar c’holach ne blij mui d’it ?

— Ar c’holach a blije d’in kalz, araok, met abaoue maro an Aotrou Tanguy em eus evel heuz ouz ar galleg, al latin hag ar gregach.

  1. — D’ar mare-ze, kerent P. Pronost, rivinet gant dic’hlann stèr ar Zeaz, a dremen dre barrez Treflez, a oa èt da chom e Brest.