Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IX

da blijout d’ezan. » (An abad Moan, Ar pevare gourc’hemenn a Zoue, p. 10. — Brest, Moullerez ru ar Chastell, 1922) [1]

2°. — Emgann Kergidu ha traou all c’hoarvezet e Breiz-Izel epad Dispac'h 1793, gant Lan Inisan, beleg a Winevez-Lokrist. (2 leor in-12, 313 ha 325 p. ; Brest, J.-B. hag A. Lefournier, 86, ru Vraz, 1877-1878). [2]

Eun eil moulladur, en eul leor in-12, 333 p. (Brest. En ti dalc’het gwechall gant an Ao. A. Lefournier. D. Derrien, leorier, 85, ru Siam ; — Kemper, E ti Iann Salaün, leorier, 56, ru Kereon. 1902) a gaver c’hoaz da brena, met prestik e vezo diviet.

3°. — Buhez Sant Fransez a Aziz, gant Lan Inizan, beleg a Winevez-Lokrist (moullet da genta er bloaz 1889, hag evit an eil gwech er bloaz 1891, ti an Intanvez Desmoulins, leorier, ru ar Pont, e Landerne). An Aotroü Goff, person Gwinevez, a alias an abad Inisan da skriva al leor-man, hag evit-se heman en deus kinniget e Iabour da berson e barrez.

4". — Skrivet en deus ivez eur c’haierig, ennan doare familh an Inisaned, adalek 1500 betek 1887.

An holl leoriou-ze a zo eus ar re wella, eus ar re vraoa a c’hellomp da lenn e brezoneg, abalamour d’an traou kaer ha diduellus a zo displeget ha livet enne, en eun doare dereat. Ar skri-

  1. — Ar re a blijo gante gouzout piou ’oa Per ar C'hrafer, ar Iaïk, an Toli, a gomzer outo e Toull al Lakez, n’o devezo nemet lenn leor an abad Moan. Heman, ginidik a Winevez-Lokrist, en deus o anavezet mad.
  2. — Eun droidigez gallek eus al lodenn genta (pennadou I-VI, VIII, X, XI, XIII-XVI eus an eil-moulladur a zo bet embannet gant Th. Pilven Ar Sevellec er gelaouenn-gelc’h L’Hermine (Roazon) adalek here 1889 betek c’houevrer 1892.