Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





KINNIG
————
D’am c’hamarad Fanch Ar Moan,
kure Eüssa.


Gwelet a ran n’hoc’h eus ket ankounac’heat, va c’hamarad Fanch Ar Moan [1], peger stard, p’oamp bihanik, er gear, e tifenne hor mammou ouzomp mont war-dro Toull al Lakez, pa ’z eamp da c’hoari d’an aod. Sonj hoc’h eus e veze lavaret d’eomp e oa en toull-ze eur vleizez-vor, reun louet war livenn he c’hein gant he zorrad re vihan, hag a lamme en eun taol, er-meaz eus an dour, kerkent ha ma ’z ea eur c’hrouadur bennak e-kichen. Kregi a rea ennan, a lavared d’eomp ; her chacha a rea da oueled an toull, hag eno her roe da zibri d’he bleizi vihan.

Gouzout a rit ne dosteamp morse ouc’h an toull-ze, rak aon hon doa. Ha koulskoude, dioc’h a bell, n’oamp ket evit miret da zevel war eur roc’h pe eun torr-kleuz bennak da zellet ha da c’houzouga war-zu Toull al Lakez, da c’houzout ha gwelet a rajemp

  1. — An abad Fanch ar Moan, deut da veza divezatoc’h person Plourin-Gwitalmeze, a zo marvet er barrez-ze e miz du 1927.