Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10

chenn diwar goust den, na great fallagriez e giz ebet. An traou-man a lavaran evit diskouez n’en doa ket bet Per skouer fall digant e dud.

Antronoz Per a zavas abred eus e wele ken laouen ha tra, da vihana da welet. D’e vreudeur ha d’e c’hoarezed e voe roet peb a damm bara torz. Per a lavaras n’en doa ket a naon ken abred, hag ez eas da foar Sant-Loranz, da Bloueskat, da glask e zijuni. Ne voe great van ebet evit her gwelet o chom hep tamm : sonjal a read edo en e venoz kaout gwelloc’h pred e Ploueskat eget e ti e dad, en toull treaz, er Chinivid.

Setu eta va faotr Per en e hent, e arc’hant gantan en e c’hodell, hag e zourn gantan ivez atao war e arc’hant, evel en dervez a-raok.

P’edo o sevel d’ar C'hrinou, e kavas eno paotred Yon ar C'hoz, a Vilin-ar-Gall, a oa gant o zaoud er waremm, war ribl an hent bras, hag a oa ganto eun neiziad laboused bihan.

— Sell ’ta, paotred Milin-ar-Gall, petra a zo ganeoc’h aze ? eme Ber.

— Ni, eme Lik, ar c’hosa anezo, ni hon eus kavet aman eun neiziad pistraked [1] bihan, hag a yelo bremaïk, pa vezo eat hor zaoud d’o c’hraou, d’o gwerza da foar Sant-Loranz, da Bloueskat.

E broiou a zo, al laboused-ze a vez hanvet strakerien-lann, e broiou all filiped-lann. En hor bro-ni, e vez great pistraked anezo, abalamour, a gav d’in, ma lavaront atao : Pis, trak, trak, trak, trak, trak.

  1. Pistrak (ivez betrag. gwitrag), petite grive, traquet.