Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12

zo…, pemp gwech daou a ra dek, Setu aze dek gwenneg, ha ro d’in da bistraked.

Lik ar C'hoz hag Olier a roas o fistraked da Ber, a gemeras o arc’hant, fouge enno, hag a deuas da gaout o zaoud.

En em gavet d’an nec’h da zao ar C'hrinou, Per a azez war eur roc’h evit c’hoari eur pennad gant e laboused. Floura a ra o c’hein d’ezo ; skei a ra goustadik gant e viz-yod war o beg evit o lakaat da zigeri o ginou hag o boaza da zibri boued. En eun taol, e klev ar pistrak koz, mamm al laboused bihan, o krial a-zioc’h outan [1]. Per a zavas e benn da zellet, ha kerkent e neiziad pistraked bihan a yeas kuit diwar nij.

— Sell ’ta, eme Ber souezet, setu aman traou drol avad ! Laboused ha n’oa ket eur bluenn warnezo, hag a nij kerkouls ha re goz ! Petra eo an traou-man ?… Bah ! evit dek gwenneg kollet ne dal ket ar boan d’in en em c’hlac’hari kemend. Arc’hant a-walc’h a zo c’hoaz em godell. Deomp war-eün d’ar bourk.

Ha Per a daolas e neiz goullo dreist ar c’hleuz, e park ar brun Koier.

P’edo o tiskenn da Bont-an-Traon, e klevas unan bennak o tont gant hast war e lerc’h. Distrei a reas da zellet, hag ec’h anavezas Kolaïg Leskonnek, eus a Lesneven, a yea buan dre an hent abalamour m’en devoa c’hoant da veza abred er foar.

— En dro-man, eme Ber, n’eo ket en aner, nag e laboused e tispignin va arc’hant ; en dro-man e prenin kouignou, ha sukr a forz warnezo, evit terri va naon, rak, pa sonjan mad, n’em eus bet tamm ebet c’hoaz hirio… Holla ! digasit d’in eun dousenn

  1. A zioc’h outan, au-dessus de sa tête (ivez : a-us d’e benn).