Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13

gouignou eus ar re wella a zo ganeoc’h ; arc’hant a zo em godell d’ho paea.

Kolaïg a oa gantan e baner war e benn ; kregi a reas enni gant e zaou zourn unan a bep tu, hag he lakeas war benn e c’hlin da Ber da choaz e zousenn gouignou. Per en doa c’hoant da furcha beteg ar fons, abalamour da gaout eur gouign a bep seurt ; mes Kolaïg a viras outan, hag a lavaras d’ezan kemeret diwar c’horre ma karje, rak ne dea ket, evit eun dousenn hepken, da zi- renka e banerad kouignou eus an nec’h d’an traon. Per a rankas kemeret eun dousenn krakilinennou ; o faea a reas avad, gant fae, evel eun den ha na zell ket ker piz-ze ouz e arc’hant.

Kerkent Kolaïg a zammas adarre e baner war e benn, hag a yeas en e hent buana ma c’helle evit beza e bourk Ploueskat a-raok ar varc’hadourien all, hep taoler evez ebet ouz Per ar C'hrafer, rak m’en divije troet e benn da zellet war e lerc’h, e vije chomet mantret a-walc’h. Nann, den n’her c’hredfe, nemet her gwelet en defe.

Setu aman petra ’c’hoarvezas.

Kenta tiz en devoe Per, pa oa krog en e gouignou, ’voe d’o lakaat en e c’hodellou, nemet unan a zalc’has en e zourn da zibri dioc’htu. Sonj mad en doa d’o dibri holl a-raog en em gaout er bourk, rak petra eo daouzek krakilinenn e kof eur paotr evel Per ar C'hrafer n’en devoa bet tamm d’e zijuni ? Krog e oa en e grakilinenn, savet e oa e zourn en ear, digor e oa e c’hinou pa deuas, en eun taol, ar grakilinenn d’en em ziframma eus a-dre e zaouarn ha d’en em blanta war ribl an hent bras, troet en eur gabell--