Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
N’eus forz ! ar vugale ne da ket keit-se d’ezo ; mont a rejont holl warlerc’h Per da di Janedig ar Bombonou.
Lavaret d’eoc’h ped kouign a voe lonket eno, e berr amzer, n’eo ket eas. Holl a c’houzoc’h pegen doun eo kof ar vugale p’en em gavont war draou lipous, dreist pep tra pa na vezont ket boazet diouto. Kouignou Janedig a deuze e ginou ar baotred ker buan ha ker brao m’oa eun dudi o gwelet. Pa veze eat eun dousenn, e veze