ruilha war an douar, en eur ouela hag en eur grial e oant ampoezonet gant Per ar C'hrafer. Ar gwentr ar c’hrisa a oa kroget enno ; an tan a oa en o bouzellou, ne ouient war be du trei. Unan hepken anezo ne grie ha ne youc’he ket, ne rea nemet c’hoarzin dre ma wele ar re all o tua gant ar gwentr : hennez ’oa Per ar C'hrafer. N’oa ket evit miret da c’hoarzin, mes ar re all a gave d’ezo edo oc’h ober goap, hag, evel pa vije eat droug enno, edont o vont da lammet warnezan, pa deujont, en eun taol-kont, i o-unan, da c’hoarzin evel Per. Setu breman an holl o c’hoarzin a-unan. Mes o c’hoarz ne deue ket a-berz Doue, a gav d’in, rak o ginou a oa faoutet beteg o diouskouarn, o muzellou a deuas da veza spinac’het, ha zoken trouskennet, o daoulagad a oa dispourbellet hag entanet, o fri a oa krinet, o dent a strake en o fenn, hag e-lec’h trid kalon ar re a c’hoarz evit mad, ne gleved nemet roc’herez ha youc’herez o tont eus o gouzoug.
Me ’gav d’in e tle ar c’hoarz-ze beza henvel ouz c’hoarz an diaoulou en ifern, mar gell an diaoulou c’hoarzin.
Pegeit e padas an abadenn-ze, n’oufen ket her lavaret. Ar pez a zo gwir eo, a-benn eur pennad, ne chome ken nemet Per ar C'hrafer war al letonenn, eat e c’hoarz n’oar den da belec’h ; ar re all a oa eat pep-hini en e hent.
C'houi a zonj d’eoc’h marteze e tlie an traou burzudus-ze touch kalon Per, her lakaat da ziskenn ennan e-unan, ha lavaret d’ezan sklear a-walc’h e teue e gouignou a-berz an diaoul. Siouaz, nann ! Al laer a zo kriz a galon, hag a zo diês da zistrei.
Per, evel pa na vije c’hoarvezet seurt gantan, a zistroas d’ar bourk, hag a zigouezas, e penn ar c’hoc’hi, dirak ti Loeiz Jaouen, gant eur vandenn all a baotred a oa o c’hoari pil pe fas. An holl