Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20

a oar ar c’hoari-ze : an neb a ra an dourn a daol e bez a wenneg en ear, hag a zo atao ar fas evitan, ar pil a zo evit ar re all. Er c’hoari-man e c’heller beza kement ha ma karer pa ’z eo gwir unan a ra rampo ouz an holl.

Per ivez ’ta a deuas da gaout ar re-man, ha, ker rok ha biskoaz, e lavaras d’ezo :

— Paotred, mar kirit, me a c’hoario ganeoc’h ivez.

— Ni a zo kontant, gant ma ri an dourn. Arc’hant a-walc’h ac’h eus evit-se ?

— Oh ! ya, bezit dinec’h.

Ha Per a diskouez d’ezo eur vozad mouniz.

Ober an dourn, er c’hoari-man, a zo risklus, pa c’hoarier a-enep kalz : daou pe dri daol kollet a zo a-walc’h evit kas an den d’ar bern.

— Alo ! mad an dra-ze, eme ar baotred ; an dourn da Ber ar C'hrafer, hag ar gwenneg en avel.

Per a grogas en unan eus e wenneien hag hen taolas en ear, mes n’hen taolas ket uhel a-walc’h, hag e voe red d’ezan komans e daol a-nevez. En dro-man hen taolas ken uhel ha tôenn ar c’hoc’hi, en eur grial, hervez ar c’hiz :

— D’eoc’h ar pil, paotred, ha d’in-me ar fas.

Ar gwenneg, en ear, a droe hag a zistroe an eil tu war-lerc’h egile ; an holl a oa savet o fenn, o daoulagad o lugerni warnan…

Daoust war be du e troio ?

Ar gwenneg a gouezas d’an douar hag a droas fas. Setu gounezet e daol gant Per.

— Eun taol all c’hoaz, eme ar baotred.

— Kement ha ma kerot, eme Ber.